Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s