Iru Gudari, Manuel de la Sota (1933), hag Aotrou Maer Zalamea, Pedro Calderon de la Barca (1651), Bro-Spagn

Daou bezh-c’hoari troet diwar ar spagnoleg gant Youenn Drezen. Setu perak int bet strollet en hevelep levr, daoust ma vije bet skrivet an eil tri c’hantved bennak a-raok egile.

Embannet eo bet Iru Gudari e Breiz Atao e 1938-1939. Pouezet en doa endro ar brezel war an dibab en doa graet Youenn Drezen da dreiñ an oberenn-mañ, sur a-walc’h. Ur pezh-c’hoari dedennus eo dre m’eo kar-e-vro. Diskouez a ra euskariz en em sant keodedourien eus o bro ha n’eus ket anezhi war ar c’hartennoù ofisiel. Betek mervel eviti. Kavet em eus eeün ar soñj , hag hegasus a-walc’h ar fin aroueziek, diouzh doare an amzer. A-hend-all ez eo bev an destenn ha plijus da lenn, reiñ a ra d’en em soñjal war dibaboù Youenn Drezen e-pad ar brezel.

Evit Aotrou Maer Zalamea, embannet e oa bet e Gwalarn e 1942. Soutiloc’h eo an tem pledet gantañ, enor an unan a-enep da enor ar strollad, hervez Aleksandr ar Gall a ginnig an testennoù. N’on ket sur em bije komprenet va-unan. Lennet em eus ur pezh-c’hoari klasel, birvidik, gant ul leurenniñ a-feson ha darvoudoù fentus mareoù ‘zo, daoust ma vije grevus lod all. Marteze n’eo ket gwall splann din peogwir e kavan dic’hizet an dodenn. Ma vije ur gentel da dennañ eus ar pezh, evidon, e vije kentoc’h n’o deus spi ebet an dud vihan da dennañ o spilhenn, tra ma c’hell ar re o deus an disterañ elfenn a veli ofisiel en ober. Gant se, e vir an destenn un dalvoudegezh a-vremañ.

Forzh penaos eo dedennus ha dudius al levr da lenn, ha pa ne vije nemet evit prederiañ war an dibaboù yezh graet gant Youenn Drezen en div oberenn-mañ.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Iru Gudari, Manuel de la Sota (1933), hag Aotrou Maer Zalamea, Pedro Calderon de la Barca (1651), Bro-Spagn

  • Aleksandr

    Dedennus lenn un ali diwar-benn al levr-mañ! Evit Aotrou Maer Zalamea (gouda ma tlefen adlenn ar pezh) e kav din n’eo ket ken splann e tiskouezfe trec’h ar re vras war ar re vunut. N’eo ket kement-se a c’hoarvez er fin, d’am soñj. Anat eo e tiskouez penaos e c’hell ar re c’halloudus klask ober ar pezh a garont. E-se e kinnig un deskrivadur hag a chom gwirion e Spagn a-vremañ. Sur on ne cheñcho biken. Met gant feulster hag enor e c’heller dont a-benn. N’eus fin ebet d’ar stourm.
    “Enor ar strollad” eo enor ar soudarded, an noblañs. Er Stad c’hall ne vez ket santet kalz marteze (met d’am meno ez eus eus an dra-se ivez), met e Spagn eo chomet kreñv-meurbet. N’eo ket ur vro hiniennelour penn-da-benn. Padal, moarvat e oa techet Calderon da vezañ hiniennelour un tamm mat. Petra a soñjit?

    • pevarlagad

      Ar c’habiten, a fell dit lavaret, a zo hiniennelour ? Ya, dleet em eus lenn meur a wezh da zisplegadenn (ne oan ket tamm ebet gant ar spered-se !) ha bremañ e komprenan ar pezh a fell dit lavaret, ha gwir eo en ur mod. Met poan em eus o lonkañ an tamm, peogwir ar pezh a welan-me eo ul labourer-douar a vez graet fae warnañ abalamour d’e renk. Ha pa ne vije ket deuet da vezañ maer, ar pezh ne c’hoarvez ket alies, na gant an holl, pell a se, ha nebeutoc’h c’hoazh ma vez ar brasañ ezhomm da vountañ teuliadoù personel mallus (emichañs !), e vije chomet an traoù evel m’emaint, ha ne vije ket bet gwalc’het e enor. An istor-mañ zo hini ar peurvrasañ eus an dud vunut. Ar fed e vije dilennet Crespo en deus da welet gant e arc’hant, emichañs, (a zo un doare galloud “galloudus” -potentiel-, memes ma ne implij ket anezhan da c’hounit an dilennadegoù), ar pezh a ra anezhañ ur penn “bras” e-touez an dud a renk izel. Paneve se, spi ebet da vezañ doujet. Ha dreist-holl, n’eo nemet un degouezh e-barzh an istor. C’hoarvezout a ra d’ar mare-se, hag implijet e vez. N’eo ket evel pa vije bet itriket gantañ, ha gant tud all a renk gantañ, e vije dilennet A-BENN ma vo doujet d’e enor.
      Ma, daoust d’ar pezh a lavaran, e komprenan bremañ eo ar pezh a lavarez ar pezh a oa fellet d’ar skrivagner lakaat da gompren. Dreist-holl ma vez adkavet an dodennoù-se e oberennoù all gantañ. Met ne gavan ket splann an traoù en oberenn-mañ. Ar pezh na harz ket outi da vezañ dudius, evel-just ! Trugarez evit ar resisadurioù !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s