Anjela, Anjela Duval, Christelle Le Guen (2018)

Ar soñj : dibab pozioù gant Anjela Duval, pozioù a dres ur poltred anezhi, o renkañ dre demoù ha skeudennaouiñ anezho. …”kement ger zo er romant-treset-mañ a oa bet lâret pe skrivet gant Anjela…”. Evidon, ur romant, ha pa vije treset, a zle harpañ war an dezrevelliñ, heuliañ un doare kronologiezh. Ma z’eus unan amañ ez eo kalvezel, n’emañ ket e kreiz ar jeu. Gant se e kav din n’emañ ket en e blas al levr-mañ er rann-mañ. Ur vannenn-dreset eo, n’eo ket ur romant.

N’eus forzh, dibar eo.

N’eus bet kemeret nemet ar pep retañ, pe nebeutoc’h, da vezañ skrivet el levr. An disoc’h avat zo treboulus. Kaeraet eo kement ar gerioù rouez-se gant tresadennoù Christelle Le Guen ma chomer sebezet razo. Mareoù ‘zo e save dour d’am daoulagad gant ar from. Lennet e vez goustadig, en ur leuskel ar selloù d’en em goll e gwennoù ar bajenn, gant ar santimant a uvelded hag a ec’honder a sav en unan pa vez digenvez e kreiz an natur. Pell eus an displegadennoù, lakaet e vez bed Anjela da vezañ santet.

N’on ket gouest da veizañ hag-eñ e vo ken efedus an oberenn evit an dud n’o deus ket bet darempredoù, kent, gant Anjela pe gant he skridoù. Dre m’eo bet embannet en ur stumm divyezhek (un tu evit pep yezh) e soñjan eo evit ledanaat ar publik, digeriñ da dud n’o deus ket lennet he oberennoù dre ret. Daoust hag-eñ e vo kizidik ar re-se ouzh ar bri douget dezhi gant ar vrezhonegerien ?

Evidomp eo ur valeadennig en he c’hompagnunezh, gant ur santimant nested souezhus, an hini a zo etre tud a familh hag a ziouer ar gerioù.

Ul levr kaer, dous dindan an dorn, flour d’an daoulagad. Un taol kaer !

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s