Park balan, Riwal Huon (2017)

Ul levr dizrouk e seblant bezañ, o klask e hent etre Watership Down ha romañs Amélie Poulain.

Un itrik ‘zo, koulskoude, ur meni afer-polis, ar pezh ne gomprener nemet er fin. En egin e oa adalek an deroù koulskoude, savet mat eta.

Plijus eo da lenn, dreist-holl al lodennoù o plediñ gant loened, daoust d’un nebeut fazioù -ar broc’h-haroz a zo sañset bezan nammet diouzh tu e c’hwesha, met disoñjet e vez div pe deir gwezh e-kerzh an istor, da skouer.

Ar santimant a chom din goude lenn ar romant eo e tremener ur prantad c’hwek gantañ, met ne z’a ket gwall bell an traoù dre ma n’eo ket studiet don an tudennoù. Diaes em eus kavet heuliañ anezho, rakwelout petra a zeufe e-keñver o fersonelezh, ha betek al liammoù etrezo -karantez ? digarantez ? Ne lavaran ket e tle bezañ eeün an traoù atav, met pa ne vezont ket eo mat o displegañ dre ar munud, tevaat tres ar boellegezh evit c’hwezhañ gwirionded. Chom a ran gant ur santimant a destennoù dishenvel, savet diwar plijadur da skrivañ atav, met war ur framm laosk a-walc’h, evel takonet. N’eo ket unton ar mod anezhañ kennebeut, gwezh yael, gwezh gwashaour.

Hag ar fin a blant ac’hanon en entremar, ma n’eo ket er spont. Nag ur sell taolet war framm ar familh ! Ne oan ket engortoz a gement-se. Lakaat a ra ur seurt dic’hoanag da evodiñ diouzh an istor roz-mañ : un istor dibaboù fall eo, marteze. Nemet objektivel e klaskfe bezañ, traken ?

N’on ket sur e vije ken dizrouk-se ar romant, a-benn ar fin. An diskoulm dic’hortoz a laosk al lenner divarc’het, gant goulennoù ne gavint ket o respont.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Park balan, Riwal Huon (2017)

  • Huon Riwal

    Gant plijadur hag ingal e lennan ho soñjoù personel ha pizh war-bouez al levrioù a lennit.
    Dedennet-tre on bet gant hoc’h evezhiadennoù hag “ho rebechoù “diwar-benn ma romant Park Balan. Pa lennan ho pennad e soñj din on deut a-benn en ur mod da “skignañ” spered diaes an tudennoù.
    Plijadur ar skriver hag hini al lenner alies eo kompren spered an tudennoù da glask goût piv int: kaout a ra atav ar skrivagner alc’hwez an nor diabarzh da vont da lenn er penn pellañ ar pezh a sant pe a oar e dudennoù… divinour eo ar skriver ! ha diouganer a-wechoù! Nag ur chañs !
    Er vuhez pemdez, ne vez ket ar memes kont a gav din. N’anveomp ket ar re all gwall vat, re verr e chom ar gaoz etrezomp alies hag e chom skourret an traoù : chom a ra peb hini en e brad pe en e lagenn ha se ‘boa c’hoant lakaat war wel.
    E Park Balan emañ pep tudenn en e ved en ur mod, bac’het gantañ e-unan. Den ne gred pe n’eo gouest da ziskouez e gwir santimant. Chom a ra al lenner hep kompren (se a lârit : “diaes em eus kavet heuliañ anezho”) Din-me ivez eo bet diaes skrivañ o istor pa n’em eus ket bet mignoniezh evit ul lod bras anezho! paneve Naemi, an daou loen hag Anjela ( bep an amzer). Ur santimant displijus evit al lenner ivez piv ‘oar!
    Takonet ar skrid, setu ho soñj a lennerez, koulskoude eo bet skrivet en un tenn hep klask e skridoù diechu hag all. Met santet em eus ‘pad an amzer ma oan o skrivañ e oa diaes liammañ bed an dud hag hini al loened … ur wech skrivet ar romant em eus klasket zoken strollañ buhez an dud diouzh un tu hag hini al loened eus an tu all. Met chomet on gant ma soñj kentañ. Gant sikour skipailh Al Liamm ez eus bet savet muioc’h a rann bennadoù evit na oa bet graet ganin. Gorregezh buhez ar broc’hed dindan an douar, diamzer e gwirionez, ha buhez flemmus mab-den n’eo ket bet aes ober gante.
    N’eo ket ur romant da genteliañ, da varn hini pe hini, pe da reiñ truez.
    Petra eo soñjoù pennañ ar romant ” paz ken dizrouk-mañ”? Digenvezded mab-den hualet ha gwasket gant e amzer-dremenet. (Sulian,Naemi, he mignon, Lukian hag ar broc’h evel-just)
    An eil soñj pouezhusañ a zo ur goulenn kentoc’h: ha gouest omp da zegemer ar re all evel m’emaint? ha gouest omp da zegemer an estranjour ? Ur respont bennak a zo er romant. Ya, ur wech bep an amzer ( Anjela ha Sulian pa reont anaoudegezh, Anjela hag ar soner piano, Sulian ha Naemi ).
    Roudoudou hag ar broc’h avat a zo deut da vezañ gwir vignoned a gav din… Spi zo da gaout c’hoazh!
    Hirroc’h va c’haoz evit ho hini, ma digarezit.
    a galon
    Riwal huon

  • pevarlagad

    Trugarez evit ho respont a zedenno kalz tud, a gredan.
    E gwirionez, ar pezh a lakae ac’hanon diaes un tamm, eo ne oan ket sur e oa a-ratozh en em sante diaes al lenner. Bez em boa ar santimant (faos, a gomprenan bremañ) ho poa klasket skrivañ un istor evurus a-walc’h, hag e roe ar santimant kontrol d’al lenner, en desped deoc’h. Ne lavaran ket tamm ebet ne fizian ket en ho tonezon a skrivagner ! er c’hontrol 🙂 komz a ran just eus ar pezh a laoskomp da dremen en hor skridoù, hep gouzout deomp, ha pa fell deomp bezañ distag diouto. Un dislavar a santan etre bed klet ar familh, kinniget er romant, hag ivez tro-dro d’ar romant (gant an tresadennoù, da skouer, pe an elfennoù ho peus tennet eus ho puhez)… ha digenvezded an tudennoù, kabestret gant ar bed kloz-se, war un dro kastell-kreñv ha toull-bac’h. Kompren a ran, goude lenn ho tisplegadenn, em eus lennet anezhañ gant lunedoù re bersonel, marteze. Hag aet eo an tenn er gwenn ganeoc’h, meur a wezh, da gentañ peogwir e sant al lenner ar pezh ho poa lakaet e santfe, d’an eil peogwir eo un istor a vag ar preder, ouzhpenn degas dudi. Trugarez vras da vezañ tremenet dre amañ da astenn ar gaoz 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s