Ar Beskont daouhanteret, Italo Calvino, bro-Itali (1952)

Kentañ levrenn ur rummad teir eo honnezh, ar pezh em eus desket nevez ‘zo. Me garje e vije lakaet an daou all e brezhoneg, kement ha gouzout penaos e vezont liammet etrezo. Evidon, santout a ran an dezrevell-mañ evel un dra klok.

Ar gwellañ doare da gomz diwar he fenn eo an hini implijet gant ar skrivagner e-unan : hanter-hent emañ etre ur romant hag ur gontadenn, ar pezh zo mat evidon o vezañ m’em bez poan o vont e-barzh bed ar c’hontadennoù, peurliesañ.

Lennet em boa anezhañ e galleg, pell ‘zo, soñj em eus e oa e-barzh program skolveur ar bsikologiezh tro 1987. D’ar mare-se em boa kavet anezhañ diaes. Souezhet on bet oc’h addizoloiñ ur skrid aes da lenn, hag eeün en e soñjoù ivez – eus an eeünded-se ne vez ket kavet gant n’eus forzh piv, hag a lak ar soñj pennañ da strinkellikat – kemerit ur boulom, faoutit anezhañ e daou damm, unan du, unan gwenn, petra ‘vo an disoc’h ?

Ur gentel eo a-ziwar personelezh mab-den, lusket brav, enni tudennoù pimpatromel dudius hag, alies, farsus.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s