Yaouankizoù, Nicolas Fort (2017)

Seizh danevell, berr pe hiroc’h, a gaver en dastumad-mañ.

Interest a zo o lenn pep hini, met kavout a ra din e teu bravoc’h an testennoù hir gant ar skrivagner. A-wezhioù e chomer gant ar santimant ne z’a ket an traoù war-raok, ar pezh a glot mat gant an tem, ar yaouankiz, ur mare m’emaer o klask e hent. Gwir eo dreist-holl evit Pakañ Laorañs, un tammig ivez evit Deus pa gari, lakaomp. An danevell Mont da zañsal he doa desachet va evezh e Al Liamm dija, mat em boa kavet anezhi. An hini nemeti eo ma vez anv a draoù dreist-naturel.

Kavet em eus mat tre ‘Wall dost ar mor, o reiñ ur skeudenn a-feson, ambiañset mat, eus un dour-beuz e ti ur familh. Souezhet on bet gant he fin avat (n’eus hini ebet, e gwirionez). An danevell m’en em ziskouez an dibarañ pluenn Nicolas Fort eo moarvat an hini ziwezhañ, Gwendolin, enni tost da 80 pajenn. N’eo ket boutin ar grez dibabet, pa ne oa ket an anv a Vreizh d’an Arvorig c’hoazh. A-feson eo an istor, ha divoutin. Plijus eo atav soubañ en un endro istorel. Goulenn a ra muioc’h a aked digant ar skrivagner, ivez. Ul labour brav en deus kaset da benn.

Ul levr aes da lenn, diverrus, dichipot.

Laouen on o welet ur c’han nevez o sevel el lennegezh vrezhonek.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

3 responses to “Yaouankizoù, Nicolas Fort (2017)

  • Allain

    trugarez
    ar wech kentan din lenn un eveziadenn dwb al levr-se: piv eo an embanner ?
    pelec’h e vez kavet al levr-se ?
    a galon

    • pevarlagad

      Embannet e ti “Koko”, da lavaret eo gant an aozer e-unan. Graet eo mat al labour, naet, kinniget brav, ne vank nemet un daolenn eus an danevelloù e penn kentañ pe er fin. Evit kaout anezhañ, n’eo ket aes peogwir n’eo ket dasparzhet el levrdioù, ret eo gwelet gant ar skrivagner e-unan. Ma lavarit e peseurt korn-bro emaoc’h o chom, e tremeno unan bennak amañ da respont deoc’h marteze…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s