Le jeu de la vérité, Martha Grimes, Stadoù Unanet (2004)

Richard Jury, komisar e Scotland Yard zo unan eus penntudennoù romantoù-polis Martha Grimes. An enklask-mañ zo pell a vezañ e hini kentañ.

Daoust ma ne vije ket skrivet fall em eus kavet hir va amzer. Chomet on pell o klask diveskañ tudennoù niverus hag a c’hoarie war daou brantad disheñvel. Kavet em eus diezhomm tudennoù ‘zo, ha divlaz an tudennoù pennañ (Jury da skouer), pa oa dreist lod eus an tudennoù a eil renk, en o zouez ar vugale. Evel er Famous Five, e vez roet kalz pouez d’ar boued (dister koulskoude) ha d’an amzer a dremen an tudennoù ouzh taol, o kontañ bidennoù goular. Hegasus em eus kavet ivez an tech da c’hoari gant tudennoù pimpatromel, evel ar c’houblad heñvelrevidi o terc’hel ar stal-bleunioù pe ar paotrig-treul… Ha ne vije ket un tammig re aes, ivez, lakaat amzer-dremenet ar boliserien da itrikañ start gant an enklask emaer oc’h heuliañ ? Doare telefilmoù, lakaomp…

Goude se eo ret-mat din anzav on bet souezhet brav gant ar fin, dic’hortoz ha renet a-feson.

Koulskoude e kav din ez eus re a dechoù gwan el levr-mañ evit ma z’afen da zonaat va anaoudegezh eus oberennoù ar skrivagnerez. Domaj eo, o vezañ m’eo puilh hec’h oberenn…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s