L’art invisible, comprendre la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (1993)

Dindan 223 pajennad treset, e tispleg Scott McCloud d’al lenner petra eo arz ar bannoù-treset : penaos eo ganet, penaos eo aet war-raok, petra eo e stiloù disheñvel ha peseurt pal a vez klasket tizhout gant ar grouerien. Kement-se gant ur barr-livañ hag ur bluenn skañv ha fentus.

Desket em eus ur bern traoù. Mont a ra ken don e-barzh e zanvez ma vezen kollet a-wezhioù, ha rediet da lenn meur a wezh lodennoù ‘zo, daoust ma ne vije ket bet tu da lakaat muioc’h a bedagogiezh en eztaoladenn.  Harpet e vez war mont en-dro an empenn, boazioù an dud a-fed gwelet pe sellet… displegañ a ra penaos e c’hell ur vanenn-treset, ha ne harp nemet war ur skiant, ar gweled, reiñ da gompren ar skiantoù all evit adkrouiñ ur bed paper. Penaos diskouez an tizh ? An amzer o tremen, goustad pe buanoc’h ? Penaos dibab an elipsoù e-barzh ar sanioù (ha petra eo ur san, e geriaoueg ar bannoù-treset) ?) Perak e tibab tud ‘zo reiñ tresoù gwirheñvel d’o zudennoù, pa gav gwelloc’h tud all chom gant un nebeut tresoù eeün ? Petra eo al liamm etre arz ar bannoù treset hag al livañ ? Reiñ a ra ur bern skouerioù, anvioù, skeudennaouet gant bommoù tennet eus oberennoù an dud a veneg.

Ken dispar em eus kavet al levr m’em eus echuet anezhañ gant ar soñj prenañ anezhañ. Ouzhpenn eo entanus : ar re a gav dezho c’hoazh ez eus un arz minorelaet eus ar bannoù treset ne c’hellint ket chom gant ar soñj-mañ goude bezañ e lennet.

Ul levr diazez da gaout en e levraoueg, gras d’ar skiant a vez prenet drezañ.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

4 responses to “L’art invisible, comprendre la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (1993)

  • geekezig

    N’eo ket bet lennet c’hoazh ganin, daonet ‘vo! Koulskoude on dedennet da vat, anat…
    Dav vo din ober! Trugarez evit da bennad 🙂

    • pevarlagad

      Skrivet en deus daou all da heul hennezh, prenet em eus an tri dec’h ; reiñ a rin keloù amañ 🙂

    • stlabezer

      Geekezig : er gêr emañ al levr ma fell dit amprestiñ anezhañ 😉
      Ne ‘m eus ket prenet na lennet an daou all.

      Kerkent ha lennet ar frazenn-mañ digant Pevarlagad : “Ouzhpenn eo entanus : ar re a gav dezho c’hoazh ez eus un arz minorelaet eus ar bannoù treset ne c’hellint ket chom gant ar soñj-mañ goude bezañ e lennet”, em eus soñjet en un toullad brezhonegerien (kelennerien hag embannerien anezho war ar marc’had !).

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s