La dernière fugitive, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (2013)

Tro 1850, div c’hoar kwaker a guita bro-Saoz evit mont davet ur genvreuriezh kwaker amerikan, lec’h ma tle unan anezho dimeziñ. Siwazh, an danvez-pried a varv a-raok en em gavout hag he c’hoar, Honor, a erru hec’h-unan er gumuniezh lec’h ma n’anavez den ebet. Ret e vo dezhi ober he zoull gant an nebeut he deus : he donezon evit gwriat “Quilt”-où, ha klask chom divrall en he c’hredennoù daoust ma ne vije ket akord atav gant an dud he deus da vevañ ganto.

Ur romant-deskoni eo, lec’h ma vez roet ur plas kaer d’ar gwriat, ar pezh em eus kavet plijus-tre. Tem pennañ ar romant eo an “hent-houarn kuzh” koulskoude, an aozadur tud a youl-vat a sikoure ar sklaved da achap, nebeut a-raok brezel an digevrediñ.

Ur wezh ouzhpenn e kinnig Tracy Chevalier ur romant dreist hep bezañ gwall hir. Soutil ha resis, reiñ a ra tro da welet ar stourm kuzh-se dre an diabarzh. Kavet em eus un tammig re aes ar fin, re “romantaet” marteze. Met ne ziskar ket ar sell pozitivel em eus war an oberenn, ha war ar skrivagnerez-mañ, a gavan barrek-mat.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “La dernière fugitive, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (2013)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s