Zombi, Joyce Carol Oates, Stadoù Unanet (1995)

Soubidigezh kentañ e bed Joyce Carol Oates evidon, gant ar romant berr-mañ ha n’emañ ket e-touez e re vrudetañ.

Eeün eo ar soñj, eeün ar skritur. Kontañ a ra ur serial-killer e bemdez, hep rikamantoù, hep klask lakaat da c’henel e kreizon al lenner santadoù a suspense pe a druez. Kontañ a ra diouzh e vod dezhañ e-unan, ur skrid ha n’eo sañset bezañ lennet gant den hag a ziskouez anezhañ evel m’emañ, didro -merzet e vo ijinadennoù-skrivañ deuet brav a ziskouez ne heul ket an dezreveller lojik an dud all.

E penn kentañ on chomet pellik oc’h en em c’houlenn : met da belec’h e kas seurt lennegezh ? Seurt istorioù hon eus lennet dija, ha n’eus netra da glask doñvaat ene al lenner, tudenn ebet a c’hellfe tridal evitañ ! Ur souezh e oa din. Ha paket brav on bet gant ar fin, dic’hortoz.

Gant ar romant-mañ e kuita jener ar thriller-où hentoù ar gentel voral, a heul peurliesañ e oberennoù kement a skrivagner all. Ar fin-se he deus laosket ac’hanon gant va naon, ha lakaet ac’hanon d’en em soñjal kalz. Ha gant se he deus kavet va c’houlenn ur respont sklaer : ya, degas a ra ar romant-mañ un dra bennak nevez, talvezout a ra ar boan e lenn.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Zombi, Joyce Carol Oates, Stadoù Unanet (1995)

  • Anna

    Gwelloc’h ganez mont war-zu he (gwir) romantoù kent, evel “The Falls/Les chutes” pe “We were the Mulvaneys”, a zo pennoberioù anezho. Kudenn vrasañ ar skrivagnerien zo ganti : peur chom a-sav ?

    • pevarlagad

      A ! Trugarez ! Ne ouien ket dre be tu kregiñ ganti, just a-walc’h. Danvez ar pennad meuleudius em boa lennet diwar-benn ar skrivagnerez a oa, just a-walc’h, e oa unan he doa gouezet reneveziñ he skritur a vuzul ma yae war-raok gant he resped a skrivagnerez… daoust hag-eñ e tiskenn al live, pe eo al lennerien a c’hortoz e skrivfe atav ar memestra ha ne ra ket ? Evit gouzout, e lennin al levrioù a aliez din 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s