Barzaz, Mikael Madeg (1988)

nvo madegUl labour genel en devez al lenner d’ober peurliesañ pa lenn un oberenn bennak gant Mikael Madeg. Dleout a ra sachañ ar grouadell vev eus ar c’hof gerioù tev emañ kuzhet enni, bev-buhezek.

N’eo ket gwir evit an dastumad barzhonegoù-mañ ma kav pep ger e blas, met splann eo en e hir a bennad-digeriñ : Barzoniez ? ma atersa Mikael Madeg anezhañ e-unan diwar-benn e zarempred gant ar varzhoniezh, e labour-krouiñ ha kement ‘zo. M’eo dedennus-kenañ ar soñjoù eztaolet eo hegasus an doare m’int roet. Danvez preder ha studi a gaver e-barzh koulskoude, sot e vije tremen hep e lenn.

Plijus a-walc’h em eus kavet ar barzhonegoù, hep ne z’afent da zihuniñ traoù don ennon kouskoude. Evel m’en lavar e-unan int stag ouzh ur mare bennak eus e vuhez, barzhonegoù ur paotr yaouank dreist-holl. Ha dre-se int techet da dreiñ war-dro un tem nemetañ : ar garantez, en he ster strizh, hini un den yaouank ouzh ur plac’h. Gant se, n’int ket gwall vagus d’an dud gwenn o blev marteze. Met bez ez eus un aesder skrivañ, ur skañvder o laka da vezañ diskuizhus ha bourrus da lenn.

War sujed ar garantez, ar re on bet fromet ar muiañ ganto eo : Advarzoneg da Ann, Soñj az peus, Karolina ? a echu gant ur bimpoellenn tipik a-walc’h eus ar skrivagner, Buanijin e stumm ur rimodell da lakaat ar vugale da lammat war ho parlenn, Mervel a gomz eus ster ar vuhez gant un ton a ziwar-c’horre, Kan ma trevez ar skrivagner ur ganaouenn hengounel ha ma ra goapig ouzh e benn dezhañ e-unan, un dra eo Mikael Madeg ur mailh warnañ, Disadorn da noz da disul vintin un diviz fentus ha lusket mat etre daou gariad.

E-barzh an Advarzonegoù hag el lodenn ziwezhañ Hag abaoe… (nevesoc’h, p’emañ kinniget an holl varzhonegoù-se hervez red an amzer) eo aet war-raok preder ar skrivagner diwar-benn ar garantez evel en Goude hir gortoz, A gwir oa ganez… (e koun Sergei Esenin). Marteze e klot muioc’h gant ar pezh em eus c’hoant da lenn er mare-mañ.

Karantez ouzh ar vamm a santer ivez, ur wezhig an amzer, evel en War va lent.

Un eil tres a vez brodet warnañ gant Mikael Madeg en e varzhonegoù eo hini Breizh, o koll he statud hag he fersonelezh. Kavet e vez da skouer en Va mamm ger, Fichenn etasivil, Goulennig, Euz peleh… N’eo ket alies e kav dezhañ e c’hell ar varzhoniezh bezañ awenet gant degouezhioù all eget ar re-se, met c’hoarvezout a ra ivez, evel en D’eur vaouez koz, deuet brav gantañ.

Daoust ma vije kinniget embannadur ar barzhonegoù-mañ evel ur jestr emsaver, da vrasaat ar berniad levrioù brezhonek, e kav din e talvezont ar boan da vezañ lennet. Merzet e vo n’o deus ket koshaet, dezho da vezañ 30 vloaz ar bloaz-mañ, hag ez eus bet embannet barzhoniezh disteroc’h etretant.

Hag evit respont d’ar goulenn savet gant ar skrivagner er pennad-digeriñ, daoust hag ur barzh a zo anezhañ… ya, evel-just. Ouzhpenn da draoù all. Met n’eus ket ezhomm dre ret da lenn ar barzhonegoù-mañ evit en santout, emichañs.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s