Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

3 responses to “Aet on, Gwenn A-Du (2017)

  • Kristin

    Un haroz, ‘ta ??? Ha ma vefe un harozez ???

  • pevarlagad

    Ya, a c’hellfe bezañ, evel lenner e oa ret din dibab an eil pe eben hag em eus kemeret ar paotr. Mat, lakaat a ran “den” e plas, va soñj kentañ e oa. Met krediñ a ran e vo komprenet memes mod gant an dud. E penn kentañ al levr, on chomet gant ar frazenn [Pa oan bihan-tout dija e oan ar bugel “ken moutik, ken aes”]. Gwir eo e c’hell “bugel” bezañ implijet evit n’eus forzh piv, met evit ur plac’h vije lavaret “plac’hig” kentoc’h. Hag ar ger “den” en va frazenn gentañ a vo degemeret memes mod, d’am soñj.
    Perak ar paotr, me hag a zo ur plac’h ? Aes eo kompren. Ne gerzh ket ur plac’h eeün dirazi war an hent hep dañjer. Ar memes kementad a chañsoù a zo, evit ur paotr pe ur plac’h, da vezañ abuzet ha troc’het a dammoù bihan gant ur sadek (nebeut-tre). Met klevet traoù displijus, bezañ touchet enep d’ho polontez, ha pa ne vije nemet un dorn war ho morzhed, bezañ gwallet : ur bern paotred a gav dezho n’emañ ar merc’hed war o hent nemet evit se. Ur plac’h yaouank war an hent, n’eo ket dizoloadennoù prederourel a ra. Pe emañ gant ar soñj en em zistruj (ne lavaran ket “emzistruj” dre ret), pe emañ war evezh. Met marteze ne vez ket santet e mod-se gant an holl dud. Kompren a ran ez eus bet lakaet aked o tiverkañ ar gour, evit ma c’hellfe n’eus forzh piv en em lakaat e plas an haroz(ez).
    Ar ger “den”, evel ar ger “bugel”, a zo evit an daou reizh, sañset. Met ma ne lakaan ket ouzhpenn “paotr pe blac’h”, ar plac’h zo disoñjet. Setu penaos e welan an traoù.

  • Kristin

    Dedennus e lârfes e oa ret dit ober da soñj evit lenn ! Peogwir just a-walc’h eo dañvez pouezusañ al levr… a soñj din.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s