L’amie prodigieuse (1 da 4), Elena Ferrante, bro-Itali (2011-2014)

Rannet eo an oberenn-mañ e peder levrenn, em eus kavet gwell o lenn an eil re da heul ar re all :

1. Poupée volée 2011
2. Le nouveau nom 2012
3. Celle qui fuit et celle qui reste 2013
4. L’enfant perdue 2014

Ne ouezer ket resis piv eo Elena Ferrante, un anv-pluenn eo. Ar gourlakadennoù sirius ne laoskont plas nemet da zaou dra posubl : pe ur paotr, pe ur plac’h, ganet e Naplez e 1943.

Kemeret en deus harp ar skrivagner(ez) war e vugaleaj e kêr Naplez, en ur c’harter paour. Div blac’hig, desavet e-barzh ar memes porzh, a sav ul liamm kreñv etrezo : tostoc’h eus ul liamm gwad eget eus ul liamm mignoniezh, e gwirionez. Diskouezet e vez mat an helebini a zo etrezo, hag a ambroug anezho a-vuzul ma kreskont.

Disheñvel-mat e vo o flanedennoù kar unan anezho, speredet-dreist, n’eo ket aotreet gant he familh, re baour, da genderc’hel gant he studioù. Padal an dezrevellerez a ya pelloc’h war hent ar skoliata ha dont a ra a-benn d’en em sevel tamm-ha-tamm.

Gant al levrenn gentañ em boa aon e vije re wregel an istor -ne gav ket din e c’hellfe bezañ bet skrivet gant ur paotr- met n’eo ket ken splann ar perzhioù gwregel-se el levrennoù all. Un heuliad feuls eo, n’eo ket abalamour ma vez skoet, lazhet, mac’hagnet, gwallaet forzh pegement nemetken, met ivez abalamour ma vez feuls an darempredoù etre an dud, ha pa vije e diabarzh ar familhoù. Un daolenn ziabarzh resis eus Italia ar bloavezhioù-se eo, seul vui ma ne dremen ket buan amzer an dezrevelliñ : n’eo ket ur saga, ezhomm a zo bet eus peder levrenn dev evit kontañ istor ur plac’h, eus he bugaleaj betek he leve pe dost.
An darempredoù mignoniezh, karantez, koubladiñ ha digoubladiñ, familh, galloud a vez skannet pizh : ar romant-mañ zo kazi un diell istorel. Itriket e vez aferioù politikerezh ha mafia ouzh planedenn ar penntudennoù. Ar pep heverkañ, marteze (met daoust hag ar memes tra e vije evit pep lenner ?) eo stourm ar merc’hed, pep hini en he mod, evit gounit un tammig frankiz da hunvreal, labourat ha ren he buhez en ur bed perc’hennet gant macho-ed echu. Pinvidik-kenañ eo an danvez, ur bern traoù a c’heller tennañ diouzh ar romant ha ne gouezh morse e stign ar skridoù re aes. Al liamm etre an div vignonez a chom bount-divount, betek ar fin.

Soñjal a ra din eo un heuliad a chom pell er spered, ha dre ma tesker ur bern traoù o lenn anezhañ e teu en-dro ingal en empenn. Lakaat a ra da zizoloiñ perzhioù ispisial Italia etre an eil brezel-bed ha bremañ, met kontañ a ra ivez hon istor europat deomp-holl.

Perzhioù prizius dezho o-unan o deus ar romantoù-mañ, ne gredan ket, evel m’em eus lennet en ul lec’h bennak, eo abalamour d’ar sekred zo tro-dro da anv ar skrivagner e vijent deuet da vezañ ken brudet. Higennet brav on bet ganto kerkent hag ar bajenn gentañ ha lonket em eus ar pevar en un tenn. Ken plijus hag ur romant amerikan -met muioc’h egzotek !

 

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “L’amie prodigieuse (1 da 4), Elena Ferrante, bro-Itali (2011-2014)

  • Anne-Laure

    Lennet em eus ivez ar pevar levr da heul, e penn kentañ ar blead. Kavet ‘meus skañv an hini diwezhañ. Mod-all an tudennoù a zo dreist ! Levrioù da lenn ! Mersi dit bezañ kinniget anezhe.

  • Iza

    Oc’h echuiñ an eil levr emaon. Diaes e oa adkregiñ anezhañ goude un troc’h etre an daou. Met emaon e-barzh bremañ ha c’hoant ‘mo da lenn an trede a-benn nebeut. Gwir eo eo un istor merc’hed, ha tost ouzh Lenu omp peogwir eo an hini a skriv. Ur sell diavaez zo evit Lila met dont a reomp a benn da vezañ tost outi ivez. Pep hini (pep plac’h) deus un tamm eus Lenu hag un tamm eus Lila, me gav din. Mui-pe-vui evel just.
    Lennet ‘moa e oa Elena Ferrante marteze ur c’houplad. Piv oar?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s