Milc’hwid ar serr-noz, Maodez Glanndour (1946)

Va c’hentañ kejadenn e oa gant Maodez Glanndour. Evel-just e ouezen e oa lakaet da varzh meur gant kalz tud, met ne oan ket emskiantek, a-raok lenn va-unan al levr-mañ, eus al levezon en doa bet war ar varzhed a zo deuet war e lerc’h.

N’eo nemet ul levrig dister da welet, ennañ nebeut a bajennoù.

Evel m’en deus en displeget e lec’h all, e kemer harp Maodez Glanndour war e ouiziegezh eus ar sonerezh klasel evit sevel e oberennoù. Splann eo e-barzh honnezh. Milc’hwid ar serr-noz zo ennañ pevar luskad, evel en ur sinfonienn. Pep hini anezho en deus un titl –ar verb a vuhez, ar verb a leunder, ar verb a gevrin, ar verb a drec’h–, met ivez, ur meneg oc’h heñchañ al lenner war-zu an temz-spered a zle santout, evel ma kaver e penn kentañ pezhioù sonerezh ‘zo, dreist-holl re. hanterenn gentañ an XXvet kantved, brokus ar gerioù “tro-dro”, evel didaskaliezhioù, enno.

Start eo ar framm ha frank ar gwerzennoù. Evit Maodez Glanndour, e tle al lenner bezañ kaset gant lusk an taolioù-mouezh hag ar sonioù. Betek-henn em beze diegi o kompren ar mennozh-se a-wezhioù. Met an destenn-mañ en deus lakaet ac’hanon d’en em soñjal donoc’h war an dezv-se, kinnig barzhoniezh ha n’eo ket muzuliet. Heuliet em eus neudenn Maodez Glanndour diwar-benn ar sonerezh : ouzh ar gouloù-se, e teu da vezañ poellek. Ar son, ar sonerezh, eo a gas war-raok ar sonaozour klasel. Ne foeltr ket e amzer dre ret o kontañ e bredoù.

Maodez Glanndour a blant sonerezh en e destenn gant un implij ledan eus ar c’henglotadurioù. Tregerniñ a ra ar c’hensonennoù, ar bogalennoù, an eil re o respont d’ar re all.

Kemer a ra harp ar skrivagner war an natur evit komz eus relijion. Ur meulgan eo, d’an natur ha da Zoue war un dro. Dic’hizet eo tem ar relijion evit kalz tud, bremañ, setu perak ne vez ket lennet kement Maodez Glanndour ha gwezhall, daoust ma chomfe tem an natur, diorroet ledan gantañ, a c’heller pegañ ennañ atav.

Un nebeut “sonennoù berr” a zeu da heul Milc’hwid ar serr-noz, er fin. Tostoc’h eo ar re-se ouzh hor spered a-vremañ, dreist-holl pa deurvezont komz eus traoù douarel : Lagadoù ; Skeudenn war-dec’h

Splann eo, er re-se, ar gerentiezh a zo etre Maodez Glanndour hag Anjela Duval, da skouer.

Un oberenn da lenn evit kompren ar pezh a zo deuet war-lerc’h, peurgetket !

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Milc’hwid ar serr-noz, Maodez Glanndour (1946)

  • Yann

    pebezh plijadur ho lenn adarre ! mall a oa warnon (ha warnoc’h ivez war ar seblant, pa weler an niver a bennadoù embannet en ken nebeut a amzer) gant ma pado !

  • pevarlagad

    Trugarez vras 🙂 gwir eo em boa kemeret un nebeut notennoù e-pad va ehan… ar re-se eo a embannan bremañ, mesk-ha-mesk gant pennadoù diwar-benn levrioù nevez-lennet ganin.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s