Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

Un torkad danevelloù eus ar re glaselañ eo hennezh, dezhañ tech torkadoù danevelloù prantad klasel ar brezhoneg : ur yezh mestroniet abil, un drugar he lenn, ha danvezioù digempouez, pa vez lakaet muioc’h a aked da skrivañ brav eget da skrivañ dedennus.

Ur gudenn em eus gant ar seurt fent implijet e Sibarit an Neñvoù pe e Tempus maximo momento erat : digomprenus eo din. E danevelloù all eo aes da gompren met ne lak ket da c’hoarzhin kennebeut (Meusieu Fulup…) N’on ket bet gwall dizhet gant an danevelloù dezho un awen sokial ivez : Goulenn an aluzon, Deroù-mat Janin… M’en dare hag-eñ n’eo ket pa vez gwad ha feulster e vez Herve Bihan ar muiañ en e vleud, a-benn ar fin. Va danevell muian-karet en dastumad-mañ eo Kuzh-heol e Santez Anna ar Palud. Iskis eo, pa soñjan, peogwir em eus lennet ar bras eus an danevelloù-mañ div wezh : pa oant bet embannet en Al Liamm da gentañ, ha gant red an torkad ar wezh-mañ. Ha soñj mat em eus pegen displijet e oan bet gant an danevell-mañ, dres, a gaven garv-kenañ. Deuet brav eo gant ar skrivagner koulskoude, ha mesket mat eo enni ar vestroni eus ar yezh, hag he deus ur ster en danevell-mañ muioc’h eget e reoù all ; ar suspens -ma c’heller lavaret, dindan ken berr istor- hag ar c’hest a ster d’ar vuhez, hag a zo an diouer anezhañ tu gwan an danevelloù-mañ dre vras, a-hend-all… a gav din.

Uhel eo live al levr-mañ, koulskoude e kav din eo da zegemer kentoc’h evel al levr lennegel kentañ ma z’eo a-berzh ar skrivagner : un deroù, a zo en egin ennañ ar pezh a c’hellfe, a zlefe dont war-lerc’h. Siwazh, ne vez ket serret kalz a bajennadoù war e lerc’h ken er mareoù-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell ?

Bet en deus bet al levr-mañ ar priz Langleiz e 2010.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

10 responses to “Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

  • Alpen Melk

    Perak ne skrivoc’h ket berradurioù al levrioù evit reiñ c’hoant d’o lenn, e lec’h rebechoù ha komerajoù diwarbenn stil pe live ar yezh?

  • pevarlagad

    A-ratozh eo ne ran ket peurliesañ, dreist-holl evit al levrioù e brezhoneg, evit leuskel al lennerien da zizoloiñ. Ur wezh an amzer e ran evit al levrioù e galleg pe e yezhoù all, kentoc’h pa gav din ne vint ket lennet gant an dud. Va fal eo chom an tostañ eus va santimantoù pa lennan anezho, ha klask gouzout perak int deuet din ; ul linenn eo, kompren a ran e c’hell na vezañ ket dedennus evit tud ‘zo.
    A-hend-all e skrivan ivez (ha dreist-holl, marteze) evit gellout eskemm gant tud all o deus lennet an hevelep levr. Neuze ne servij da netra e ziverrañ…

  • pevarlagad

    Santout a ran ur rebech a-dreñv : perak ne ran ket bruderezh sistematek d’al levrioù e brezhonek ? met daoust ha ne santit ket ne vije ket yac’h ? Trawalc’h a bennadoù meuleudius em eus lennet e kazetennoù ar brezhoneg diwar-benn levrioù ken nul ma ne c’hell den ebet o lenn betek ar fin, evit gouzout n’eo ket ur soñj mat, nag evit lakaat an dud da brenañ, nag evit lakaat al lennegezh da vont war-raok. Ur soñj eo va hini, e-touez kantadoù all, ken bras eo ar rouedad…

  • Stefan

    Pennadoù meuleudius er c’hazetennoù brezhonek ? Ne vez ket dalc’hmat… 😂 ha tro am eus bet da dapout ma fegement abalamour d’ar re a savan.

  • pevarlagad

    Marteze, met amjestr eo klask cheu ouzh an dinaozored, a gav din 🙂 Fin, ouzh ar re hon eus desket pep tra diganto… ne gav ket dit ?

  • Fred

    Akord gant Pevarlagad !
    Re a veuleudioù diwar-benn traoù ha ne veritont ket e bedig-bed ar brezhoneg !
    An holl dud en em anavez tamm-pe-damm : ne gredont ket kritikañ !
    An disoc’h : re a draoù dister (pladennoù, levrioù…), hag ar re vat beuzet e-touez ! Tamm helebini ebet ken, peogwir “tout zo mat”, ar re vat ‘giz ar re falloc’h.
    E-keñver sonerezh, da skouer : ha ma-unan emaon o soñjal ne oar ket G kanañ ?

  • pevarlagad

    Nann, spontus eo ar pezh a ra, hag ez eo ur seurt enep-bruderezh da sevenadur Vreizh, d’am soñj. Fin, ar sonerezh e galleg n’eo ket gwelloc’h, ret eo kaout ur rouedad, pe krouiñ anezhañ, n’eus nemet se a gont, un dra genwerzhel n’eo ken. N’heller ket lavaret ar memestra db al levrioù ha ne dalvezont mann ebet ; an embannerien a baoura, ar skrivagnerien ne vezont ket paeet, hag al levrioù brezhonek, memes pa vezont roet, ne veont ket degemeret gant an dud (klasket em eus reiñ un nebeut re d’ul levraoueg dec’h, dipitus eo…). Met soñjal a ra din n’eo ket un avañs na reiñ nemet meuleudioù : unan bennak en deus lennet traoù vat a ya da brenañ ul levr, a glask lenn anezhañ, a gompren e vez roet meuleudioù da n’eus forzh petra evit ma vije tapet sodien eveltañ o prenañ kaoc’h, a glasko na vezañ ket tapet div wezh. N’eo ket e-mod-se ez a an traoù war-raok. Un doare vat eo da chom hep koll e vignoned avat.

  • Fred

    Petra ‘ri : spered Keribilbeuz eo. Ur spered parrez. Arabat abegiñ ar vestrez hag he c’herentiaj, pe emaout e riskl da vezañ kaset da stoupañ a-benn ar gouel Mikael da zont. E Kêr Is n’eus netra nevez, e Kêr Is n’eus nemet traoù kozh…

  • pevarlagad

    Ne gredan ket e vije emsav abegiñ. Seurt traoù ne vezont ket gwelet e-barzh hor bedig-bed a vrezhonegerien nemetken, hag en doare-se ez a en-dro e pep lec’h. Nul eo, ma, selaouomp traoù all, petra ‘ra ? forzh penaos, n’eo ket sonerezh evit brezhonegerien, nag evit Breizhiz kennebeut. Met lakaet on diaes gant ar fed ne vije ket barnet, mat pe fall, me ivez. Rakvarnet “espar”, ne lavaran ket. Pa lennan Telerama, e welan pennadoù mat ha pennadoù fall diwar-benn ar filmoù. Ma n’heller ket reiñ e soñj, keñveriañ, displegañ perak ne blij ket deomp, ez eus ur gwir gudenn. D’am soñj eo peogwir e kred an arzourien (skrivagnerien, hag all) e tagomp anezho, pa ne gomzomp nemet eus ar pezh a roont deomp, en eskemm eus arc’hant a zic’hodellomp. Kement-se a ro deomp, d’am soñj, ar gwir da lavaret : kavout a ra din eo dispignet mat, pe fall, va arc’hant. Re verr eo spered tud ‘zo evit ober an diforc’h etre ar fed krouiñ hag ar pezh ez int-i. Gwir eo n’eo ket aes.

  • Alan T

    Sur eo n’eo ket ur sin a yec’hed mat.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s