Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù.

En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, mentoniezh, lizherennegoù… luchañ a reont war-zu ar surrealism a-wezhioù.

Re uhel eo al live yezh da lakaat ar barzhonegoù-mañ etre daouarn ar vugale hep na vijent skoazellet gant unan bennak, emichañs. Un teñzor e vo evit o c’helennerien avat ! Hag evit an dud gour int un drugar, skañv ha bouetus war un dro.

Ar pezh a lavaran amañ n’eo nemet evit lodenn gentañ al levr : skridoù Yann Varc’h Thorel e-unan. Karet em bije kenderc’hel ganti a-hed al levr, met ne oa ket a-walc’h anezho moarvat. An eil hanterenn a zo enni troidigezhioù barzhonegoù dreist-holl : diwar ar galleg (Keineg, Corbière…) pe diwar ar sinaeg, kalzig. Brav int ivez da lenn, met n’eo ket ar memestra, ha domaj e kavan na vezañ ket meneget war golo al levr e oa estreget krouidigezhioù personel ennañ. Ur gontadenn pe ziv, troet diwar ar sinaeg ivez, zo en em gollet e-touez ar peurrest… Direnket on bet gant diouer unvaniezh testennoù al levr-mañ.

Daoust da se eo bet ur souezhadenn vrav din dizoloiñ ar barzh awenet-mañ, dezhañ un ton personel ha didrabas. Ul lagad a zalc’hin warnañ diwar vremañ.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s