Ar vicher, Mikael Madeg (2014)

Alies, pa lennan levrioù ‘zo gant Mikael Madeg, e sav c’hoant ennon da gemer ur c’hreion ha da varrenniñ kement tra a santan evel a « re » evit heuliañ an istor. Re alies e vez distrempet anezhi gant distroelloù hir, ha debron a sav em bizied d’he lakaat da dizhout he stumm retañ. Ar boelladenn-mañ ne ran nemet dre spered, evit diverrañ un amzer a gavan re hir gant ul lennadenn ha ne leugn ket penn-da-benn va soñjoù.

Un afer a zibaboù eo al lennegezh evidon. Lennegezh ‘zo en danevelloù-mañ, n’eus mar ebet. Met an dibaboù, pa vez anezho, a vez graet re alies gant an heskennerezh, hag an oberenn arzel gortozet ne vez nemet dispis.

War un dro ez eus pinvidigezh er mor a c’herioù hag a frazennoù-se. Ne zisoñjan ket ar pezh a zlean da skridoù Mikael Madeg abaoe ar romant kentañ em boa lennet gantañ, Tra ma vo mor, e 1997. Ha daoust d’ar sioù a gomzan diwar o fenn, e kendalc’han da gaout plijadur o lenn e labour. Gouzout a ran resis pegoulz em bez c’hoant da lenn se, ha pegoulz n’em bez ket. Leuskel a ran va daoulagad d’ober o labour ha va empenn da gantren, da heul rambreadennoù brokus ar skrivagner. Se zo evel selaou ur vignonez re hir he zeod ha respont « ya » ur wezh an amzer. Kompagnunezh ‘vez, ha n’eus ket d’en em reiñ betek re d’an eskemm, pa vezer un tamm digas ouzh ar sujed…

Un nebeut danevelloù a glot eus ar gwellañ gant titl an dastumad : Devez ar sina, Pa ra noilh… (o lavaret he seizh gwirionez d’ar gelaouenn Al Liamm, war un ton em eus kavet farsus), Ar foerell gant e bluenn... A-us d’ar re all e lakafen An droiad e Banneg, on bet plijet enni gant ar cheñchamant savboent hag ar fin dic’hortoz. Ur velkoni dous a evod diouti. Deuet eo brav Domani an dour hag ar vein gant ar skrivagner ivez ; skridoù personeloc’h eta, en deus gouezet enno chom gant e roudenn ha kinnig traoù muioc’h « echu ».

Ur meskaj a draoù plijus ha displijus avat. N’eus nemet ur wezh staliet e-barzh lusk ispisial ar skrivagner, goustad ha diwirion, e c’heller tañva talvoudegezh e skridoù, a red enno ur fent hollvezant. N’o c’havan ket fall.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Ar vicher, Mikael Madeg (2014)

  • Mikael Madeg

    penaos’ta “diwirion”?

  • pevarlagad

    Fellout a rae din lakaat “irréel” gant ar ster : n’eo ket chadennet ouzh ar gwirvoud (daoust ma ne gontfes kazi nemet traoù gwir) abalamour d’ar stil a zistag ar fedoù eus o buhez gwir. Emichañs em eus dibabet fall ar ger, sur on e kavi unan bennak gwelloc’h da ginnig din !

Ober un evezhiadenn