Dina, setu tout ! , Mikael Madeg (2014)

dina-setu-toutKavet em eus hir va amzer gant ar romant-mañ.

Un hanter re a c’herioù a zo, evit un arguzenn gwall dreut. Ne c’hoarvez koulz lavaret netra… Lakaet en deus ac’hanon da soñjal, a-wezhioù, ouzh filmoù ‘zo a dremen war Arte, troet diouzh an amzer gwir (1 mn gwirionded = 1 mn film !).

Ur gerentiezh a zo gant Such where the days, met an dorn a skrab en deizlevr zo ar wezh-mañ ur plac’hig 6vet klas. N’eus ket mui an digarez da gontañ fedoù gwirion, hag a c’hell lakaat al lenner da asantiñ da hirderioù ‘zo… ha n’em eus ket kavet gwirheñvel ar romant a-fed psikologiezh (ne welan ket e vije ken pouezus-se ar c’houbladoù hag ar pokoù eskemmet etre paotred ha merc’hed, d’an oad-se… traoù kalz pouezusoc’h a zo evito, hervezon).

Un arz amjestr eo hini an embann deizlevrioù gwirion : ar pep pouezusañ, ennañ, eo gouzout petra mirout, petra troc’hañ a-benn ma chomo plijus al lennadenn d’al lennerien. Ne welan ket perak ne vije ket graet ar memes labour evit un oberenn faltazi ! Hag en ur c’hwennaat a-galz e vije bet lennet, marteze, gant ar re nemeto a c’hellfe bezañ plijet gant ar sujed, merc’hed 11 vloaz… Aze e vije re hir evito, gant o live brezhoneg hag an diegi o devez ar re yaouank a-vremañ da lenn e brezhoneg…

Lennegezh polezed vihan, lakaomp, met skrivet evit tud bras. Din-me, d’an nebeutañ, ha din da vezañ ur plac’h, ne blij ket nemeur ar c’hozh-kaozioù-se… Dre voneur emañ e brezhoneg : ne vez ket kollet e amzer penn-da-benn, pa c’heller atav ledanaat e skiant.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Dina, setu tout ! , Mikael Madeg (2014)

  • Stefan

    N’eo ket bet lennet ganin penn-da-benn. Ali emaon ganit. N’eo ket deuet a-benn da dapout psikologiezh ur grennardez 11 vloaz, pe gwall cheñchet int abaoe ma oan krennard.
    “dre voneur emañ e brezhoneg : ne vez ket kollet e amzer penn-da-benn, pa c’heller atav ledanaat e skiant.” Mui-ouzh-mui a ziegi am bez da lenn evit ar yezh hepken.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s