Antispéciste, Aymeric Caron, Frañs (2016)

antispecisteKazetenner eo Aymeric Caron diouzh e vicher, ha santet e vez en e bluenn : gouzout a ra mont eeun d’ar gwenn.

Adlakaat a ra ar soñjoù en o flas, a gav din, e-keñver hon darempred gant al loened.

Ur seurt prezegenn evit difenn anezho ha broudañ d’ar vejetarism eo al levr-mañ, met pell eo a vezañ an dra-se nemetken. Mont a ra Aymeric Caron da gerc’hat e arguzennoù e Istor an hollved, er viologiezh pa gemer harp war studi an ADN, er prederouriezh, er politikerezh, en ekologiezh… kinnig a ra un doare d’en em ren, n’eo ket fas d’al loened met fas d’an dud all ivez.  Divountañ a ra ar mekanismoù a bermet d’ar bras eus an dud kenderc’hel da zebriñ kig divorc’hed, pa ne glot e mod ebet an emzalc’h-mañ gant ezhommoù ar blanedenn, gant ezhommoù ar c’horf, ha gant mont en-dro an emskiantoù hag ar speredelezh.

Ha kement-se en ur yezh poblek, en ur mod. Lavarout a ra e soñj, krenn-ha-krak, evel pa vije o kaozeal tal-ouzh-tal ganeoc’h. Efedus-kenañ eo.

An “enepspesism” kinniget el levr-mañ a zo anezhañ an denelouriezh nevez, hervezañ, hag ivez stourm bras an XXIvet kantved.

Kendrec’hus em eus kavet an arguzennoù, daoust ma ne vijen ket a-du gant ar skrivagner a-wezhioù (ral a wezh koulskoude). Ar pezh a rae aon din un tamm eo en em gavout en ur metoù “vegan” sektaer met skiantel em eus kavet an arguzennoù a-benn ar fin. N’int ket nevez : me ha ne zebran ket kig abaoe ma ganedigezh em eus klevet anezho meur a wezh. Met mat eo kavout anezho strollet holl en ul levr, digant un den ha n’emañ ket o vevañ e-unan en ul lochenn gant e varv hir hag e familh niverus. Ul levr dreist eo d’ober ur pont etre ar soñjoù-se hag ar bed a-vremañ. Da brofañ d’an dud zo en entremar war ar sujed-mañ, ha da ribotat en ho penn, netra nemet evit en em soñjal. Dreist eo.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s