Marv an arc’heskob, Peter Tremayne, bro-Saoz (1995)

41101_1Troidigezh brezhonek al levr-mañ zo bet embannet e 2016 da heul 2 romant all eus an heuliad.

Er bloavezh 664 e tremen darvoudoù ar romant-mañ, ha penn-da-benn e Roma lec’h m’eo bet kaset Fidelma da gannad evit ur gefridi ofisiel a sell ouzh ar pab.

Seul vuioc’h ez an war-raok en heuliad-mañ, seul bisoc’h. Krog on da vezan hegaset gant techoù ‘zo a-berzh ar skrivagner kement hag a-berzh an troer.

M’eo luziet an itrik, eo klasel betek re an doare d’he c’hinnig. Evit kemer ur skouer, hini disparti Fidelma diouzh Eadulf war ar c’hae e fin ar romant, em boa ar santimant da vezañ o sellet ouzh un telefilm eus ar rummad B, ne vanke nemet ar violoñsoù… Hag ar senennoù zo gortozabl re alies, daoust ma vije poellek ha fin an itrik ha ne vije ket aes da zivinout a-raok diskuliadenn veur Fidelma, en eil pennad diwezhañ. A-benn ar fin en em c’houlennan hag-eñ n’eo ket bet awenet betek re, en e stumm, framm an heuliad-mañ gant sevenadur an tele amerikan.

Ar brezhoneg implijet  zo ken muzuliet all, betek bezañ reut. Ur skouer c’hoazh : Peter Tremayne a lak kalz a aked o teskrivañ neuz dremm an dud a lak er jeu. Sikour a ra Fidelma da ziluziañ kevrinoù ‘zo pe d’he hentañ war-zu ar c’hlask-mañ-klask. E buhez mab-den ar studiadenn-se a vez graet ken prim ma ne vez ket emskiantek a-berzh ar seller a-wezhioù. Ma vez troet e brezhoneg gant gerioù eo ret da vont d’o c’hlask er geriadur evit o c’hompren (pe divinout ar pezh a dlavezont), e vez kollet kalz eus al lusk hag eus resisted an destenn…

Ha koulskoude, laouen-bras e vezan gant al levrioù-mañ. Reiñ a reont din ar santimant da zeskiñ traoù, d’en em lec’hiañ gwelloc’h en Istor. Gwallzedennus eo pourmen e Roma ar VIIvet kantved, tañva an ambiañs, heuliañ iriennoù savet gant tud dezho a bep seurt kredennoù hag interestoù. Teurel a ra ur sapre sklêrijenn war ar maread istorel imbourc’het. Abalamour da se e kavan prizius al levrioù-mañ, hag an traoùigoù em eus da rebech dezho n’o deus ket kalz pouez, a-benn ar fin : spi em eus e kendalc’ho pell Jean-Michel Mahe gant e labour treiñ.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Marv an arc’heskob, Peter Tremayne, bro-Saoz (1995)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s