Dernière nuit à Twisted River, John Irving, Stadoù Unanet (2011)

Derniere-nuit-a-Twisted-River-de-John-Irving-Le-Seuil-.Kinniget e oa bet din an Irving-man evel unan dister : lennet em eus e holl re all (a-raok hennezh, 2 “nevez” zo bet abaoe) ha divizet em eus ober va sonj va-unan diwar-benn Dernière nuit à Twisted River. Mat em eus graet, d’am sonj : din-me en deus plijet.

Kregin a ra goustadik, gant un depegn don eus ur c’hamp koadourien er bloavezhioù 50. Goude un hanterkant pajenn bennak, taol-arnev ! kompren a reer pep tra, pep munud bet meneget hag a servijo betek fin al levr. Nann, n’eo ket ur romant diwar-benn ar goadourien -estreget se, d’an nebeutan-. Heulian a ra ar skrivagner teir remziad paotred en ur familh, ha kontan a ra drezo istor ar Stadoù Unanet, a weler ar mareadoù stokusan anezho ouzh an tele. A-us d’am fenn e tremen peurliesan ar prederioù politikel. Met ur wezh c’hoazh, n’int ket tem pennan al levr. Pehini eo eta ? Kompren a reer eo ar skrivan, a-benn ar fin. Adskoulman a ra e mod-se gant e romant milanavezet kent : Le monde selon Garp.

A-ratozh-kaer eo ar serr-lagad, peogwir e veneg pe e skoulm darempredoù etre tem ar romant-man ha temoù lod eus e romantoù all : L’oeuvre de Dieu, la part du Diable ; peotramant (en doare m’eo savet ar skrid dreist-holl) Je te retrouverai. Gellout a reer sonjal en e holl romantoù en ur lenn hennezh, ur seurt c’hoari eo diouzh e berzh.

Kredet em eus santout ur skrivagner en e vleud, arroutet war e vicher, hag a gemere plijadur oc’h hadan daveennoù e oueze e vijent anavezet gant lennerien feal. Daoust ha dilennabl e vije evit tud all ? Tamm ebet, ha ne santfent ket ez eus eus an dra-se zoken. Kregin gant ar romant-man a c’heller, evel gant n’eus forzh pehini all gantan. Kreizennet eo kalzig war bed ar geginerien, al letioù.

Ur gentel lennegezh digant ur mestr ha ne z’a ket war zisteraat dre ma kosha.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn