L’inceste et l’incestuel, Paul-Claude Racamier, Frañs (1995)

l'inceste et l'incestuel racamierBredvezeg ha bredelfennour e oa Racamier. El levr-mañ e tiorren un deorienn savet gantañ diwar-benn ur meizad a ro dezhañ an anv a “incestuel”, un anv ha n’eus ket anezhañ c’hoazh e brezhoneg. Ober a rin gant “endro gwadserc’h” da c’hortoz gwelloc’h.

Penaos deskrivañ ar meizad-se ? Evit bezañ berr, ne z’a ket betek ar gwadserc’h. Anv a ra eus an endro, atav ar memes hini, a vez er familhoù ma c’hell c’hoarvezout gwadserc’hoù. Kontrol d’ar pezh a c’heller soñjal, n’en em gavont ket e n’eus forzh peseurt familh, met e familhoù ma z’eus un endro a-du, lakaet e plas war daou pe dri remziad. Ma ‘m eus komprenet mat eo familhoù ma z’eus bet ur c’hañv diaes da ziazezañ, sekredoù kuzhet, ha gwadserc’hoù er remziadoù a-raok (met pas atav). Ur meskaj etre ar remziadoù a vez kavet ingal ivez, etre izili ar familh ha tud a-ziavaez kement-all. Marteze e tisonjan traoù ‘zo.

Hep na vije graet ar jestr, eo ken kleñvedus en “endro gwadserc’h” hag ar gwadserc’h e-unan. Digeriñ a ra an hent da gleñvedoù bredoniel niverus, hag ivez d’ar gwadserc’h, gwezhioù ‘zo, hep na vije gouest tud ar familhoù-se da zigeriñ o daoulagad.

Reiñ a ra hentoù al levr-mañ da adlenn buhez e familh ha da brederiañ war ar c’hudennoù a zo en e greizon, gant ur savboent a gemer e kont n’eo ket an hinienn nemetken met e dud, breudeur ha c’hoarezed, tud-kozh… Talvoudus a-walc’h eo.

Koulskoude n’em eus ket kavet tamm ebet e oa plijus da lenn. Ha, kontrol d’ar pezh a c’hellfer soñjal, n’eo ket peogwir e oa re skiantel pe re deknik. Skrivet eo evel ul levr lennegezh, hag ar paotr en em gav, ur souezh ! C’hwezhet-meurbet eo e stil, hag hollvezañs e ego dreistmentet oc’h en em ziskouez bep eil frazenn a noazh ouzh komprenidigezh an dezenn a ginnig. Brabañserezh-tout ! Ar c’hontrol-mik eus ar pezh a c’hortozan digant ur skrid dezhañ hiraezh skiantel… Peadra da zihuniñ ennon ar rakvarn re aes : evel ar bomperien techet da c’hwezhañ tangwallioù, n’eo ket dre zegouezh e tibaber ar vredvezegiezh…

Fin, evit unan ne vag ket doñjer ouzh ar stil, dedennus eo memestra…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s