Skrivagnerien, Mikael Madeg (2015)

skrivagnerienDezhañ d’ober anv eus 37 skrivagner, en o zouez 33 war ar brezhoneg, tem pennañ al levr-mañ n’eo ket ar skrivagnerien : buhez Mikael Madeg e-unan, ne lavaran ket. Goude bezañ sellet outi dre lunedoù bro-Leon ha dre galzig a skridoù all, setu un angl nevez, hini e zarempredoù gant an holl dud-se, anavezet don pe donoc’h.

Plijet on bet gant al levr, evel ma plij din levrioù ar skrivagner-mañ dre vras. Ar yezh a implij n’eo ket evit netra e-barzh ar santimant a vagan ouzh al levr : ouzhpenn bezañ reizh, ha dre se, gouest da zeskiñ ur bern traoù din, e kavan anezhi skeudennaouet brav, hag ez eus kalzig a fent er c’hoaioù-gerioù, lesanvioù implijet ha kement-se.

Evit ar skrivagnerien meneget, ne zesker ket kalz tra diwar o fenn : n’eus ket a zielfennañ hollek diwar-benn o oberenn, da skouer. Ret eo mont war ar rouedad da duriañ evit deskiñ muioc’h ha kavout danvez pleustrekoc’h. Tanavaet eo an danvez, un tamm, gant ul lusk gorrek hag ur bern troioù ha distroioù stag muioc’h ouzh ar blijadur da skrivañ eget ouzh ar giriegezh da reiñ da lenn, a soñjan. Pell ez a Yann diouzh e gazeg a-wezhioù.

Ar pezh em eus kavet mat eo e ro levr Mikael Madeg da dañva un ambiañs, da santout peseurt doare tud ez eo, pe e oa, ar skrivagnerien-se. Pennadoù ‘zo em eus kavet farsus-mat, evel an hini a ra anv eus Gwendal Denez pe Youenn Gwernig. A-hend-all e oan ivez gant ar blijadur da zizoloiñ traoù diwar-benn bedig ar vrezhonegerien hag an emsav, dreist-holl pa veze kalzig anv eus mareadoù ma ne oan ket e-barzh ar jeu c’hoazh, ha me bugel. Lennet e vez eta “un tamm ‘giz ‘vez lennet gant an dud ranell diwar-benn ar pipol“, evel ma skriv Mikael Madeg diwar-benn deizlevrioù Youenn Olier.

Dre ma z’a un nebeut pajennadoù nemetken d’ober pep pennad eo aes-tre mont e-barzh al lennadenn met ivez ober tardoù. Al levr-mañ zo mat da lenn penn-da-benn kenkoulz ha da bigosat ennañ diouzh c’hoant.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Skrivagnerien, Mikael Madeg (2015)

  • Michael

    Demat.
    hag-eñ zo bet lennet ganit ” Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek: Aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992 ” gant Lukian Raoul ?

  • pevarlagad

    Ya, emañ ganin, implijout a raen kalz anezhañ pa oan er skolveur er bloavezhioù 95-2000 met pell ‘zo n’em eus ket fourret ma fri e-barzh ! Unan all a blij din kalzig, met estreget brezhonegerien ‘zo e-barzh, eo hini Bernard Le Nail : dictionnaire des auteurs de jeunesse en Bretagne, a oa bet embannet er bloavezhioù-se ivez (penn kentañ ar bloavezhioù 2000). En hennezh e tizoloan traoù atav.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s