E bro Yvonne, Jean Ropars hag Yvonne Riou (1995)

Roparz-Jean-E-Bro-Yvonne-T2-Livre-875075757_MLNe ouezan ket penaos e oa en em gemeret Jean Roparz evit lakaat Yvonne Riou da gontañ he buhez ken hir amzer : ar pezh a zo sur eo en deus duet 5 levrenn stank gant hec’h eñvorennoù.

Ganet e oa bet Yvonne e bro-Leon er bloavezhioù 20. Fraezh e oa chomet enni amzer he bugaleaj, ha kontañ a ra gant forzh munudoù, heñchet gant goulennoù ha ne weler ket anezho. Lennet e vez al levr tre evel pa vije bet skrivet ganti hec’h-unan.

N’em eus ket soñj da vezañ lennet ken hir a levriad eñvorennoù diwar-benn ur vuhez ken “munut” ma c’hellan lavaret (n’eo ket bet Yvonne o klask he bara nag o stourm e arme Napoleon, lakaomp). Kement tra a lavar a sell ouzh ar gevredigezh e oa ganet enni, ur gevredigezh aet da get bremañ, ha n’eus levr all ebet o vont ken don en deskrivañ a ra eus ar gevredigezh-se. Pizh e vez sellet ouzh kement darvoudig eus ar vuhez : skol-lojañ ar seurezed, pouez ar relijion e buhez an dud (bras-meurbet, betek ur poent hor bije poan oc’h ijinañ ma ne vije ket skrivet du war gwenn), labourioù an atant ha soursi ouzh al loened, penaos e veze desavet ar vugale, sekselezh, ha kement ‘zo. Un testeni dibar eo diwar-benn buhez ar gouerien (ar wilioted, evel ma lavar-hi), ha, war va meno, un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh, pa oa diazezet ar gevredigezh-se war al labour a-lazh-korf forzh penaos, pe vije evit gwazed, merc’hed pe vugale…

Laouen eo Yvonne eus an doare m’eo bet desavet koulskoude. Er stern strizh-se eo deuet a-benn da gavout he c’hempouez, ha diskouez a ra bezañ leun he c’halon a vennozhioù e-keñver he c’helenn kristen. Lorc’h zo enni, p’eo deuet eus ar gwellañ an deskadurezh-se eviti. D’ur mare bennak koulskoude, e sav ouzh ur beleg, an hini a lavar dezhi he deus dibabet fall he gwaz da zont : diskouez a ra eo deuet a-benn da stummañ mennozhioù dezhi hec’h-unan a-benn ar fin ! marteze… kar he familh hag ar gevredigezh zo a-du ganti, n’eo ket un akt a stourmerezh kennebeut.

E-touez ar re (niverus) em eus lennet, an eñvorennoù-se eo ar re a zeskriv ar gwellañ tro-spered an dud, ar pezh a vroude anezho, ken war ar pemdez hag evit an degouezhioù dreistordinal. Gwallzedennus em eus kavet anezho, daoust ma padfe al lennadenn (dleet em eus troc’hañ anezhi e meur a damm, kuit d’ober ur re gofad). E penn kentañ e oan souezhet bras gant brezhoneg Yvonne, anezhi un “terminal speaker” : ur c’hementad bras a c’herioù a lavar e galleg, gerioù eeun, hon eus ni nevez-vrezhonegerien ur par dezho o tond diouzhtu war beg hon teod. En em voazet on, ha goude ul levr pe zaou, em eus merzet e raen ur sapre eostad a c’herioù ha frazennoù talvoudus daoust da se : war  boent ar yezh ivez ez eus kalz pinvidigezhioù da dennañ eus an eñvorennoù-se.

Lakaet e oant bet e galleg e 1991 ha pedet e oa bet Yvonne d’un abadenn-dele gant Bernard Pivot da heul : ur bern tud, moarvat, o doa en em anavezet en he c’homzoù. Marvet eo e 2013.

Kavet e vez levrenn gentañ E bro Yvonne en-linenn amañ. Dedennus eo ar c’hentskrid evit kompren talvoudegezh labour Jean Roparz hag Yvonne. Kavout a ra din n’eo ket aet pell a-walc’h hennezh en e labour war an destenn koulskoude : sur-mat en deus tennet traoù lavaret div wezh hag a oa kichen-ha-kichen met laosket en deus reoù all pell a-walc’h an eil re diouzh ar re all, techet ma oa Yvonne evel kement den en em gont da zont en-dro war ar fedoù pouezusañ. Fellet ez eus bet da Jean Roparz, ouzhpenn, leuskel ur roudenn eus lusk an diviz, ha lakaet en deus ur rummad trifikoù bep tro ma chome Yvonne o klask he gerioù. 5 levriad-pad a ra re, hag heuget e vezer goude ur prantad, n’heller ket mui anduriñ ar poentadur-se !

Paeañ a ra an dalc’husted avat, ha ne vo ket didalvoud ho strivoù ma z’it betek penn.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

21 responses to “E bro Yvonne, Jean Ropars hag Yvonne Riou (1995)

  • Fred

    « un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh ».

    N’on ket akord ganit.
    Petra o deus gounezet ar maouezed diwar achuamant ar gevredigezh mod kozh ?
    An droad da zivorsiñ ?
    N’eus ket met an dra-se a gont ganto bremañ !
    Ha gwazh a-se d’ar familh ha d’ar vugale !
    Met daoust hag int « evurusoc’ h » evit se ?
    « Liproc’h » a lâront… ‘pezh n’eo ket heñvel, tamm ebet !

    Ur vaouez a feiz ‘oa Yvonne. N’eur ket evit kompren se hiriv, paneve ar Vuzulmaned matreze. N’eus klemm ebet ganti, evurus eo bet, da lâras-hi. Ouzhpenn-se, muioc’h kempouez eget ma soñjez ‘oa ar familhoù d’ar mare-hont : testeni Naig Rozmor, hag hi deus ar memes rummad hag Yvonne, a zo splann a-walc’h war ar poent-se ivez : dispartiet mat ar rolloù etre ar wreg hag ar gwaz, en un doare kenglotus-kenañ, ar peurliesañ.

    E berr komzoù : nag un ifern, nag ur baradoz d’ar merched : ur vuhez all, sed aze ! Unan avat e vage ar maouezed o deus he anavezet ur manier keuz dezhi. Nag un eston, neketa !

  • pevarlagad

    Laosk ac’hanon da zivinout… ur paotr out, neketa ?
    P’en em soñjan wat al levr-mañ, e kav din he deus bet kalz a chañs Yvonne peogwir e klote mat he zemz-spered gant an hini a veze pasket dezhi. Ha soñjal a ra din e lavar ar wirionez, pa lavar eo bet evurus. Met evit un Yvonne, pet zo bet diskaret ? Pet plac’h zo bet o veuziñ er punsoù, o deus bet buhezioù reuzeudik ? Hi a lavar e kave diaes klevet ar person o teurel ar gaou war ar merc’hed ha n’o doa ket a-walc’h a vugale. Ha diabarzh ar sarmonioù, o tegas soñj d’ar merc’hed e tleont sentiñ d’o gwaz n’eus forzh peur ? heugus eo.
    N’on ket sur eo evurusoc’h ar merc’hed a-vremañ, met en o buhez familh, en o buhez koublad, ez on sur ez int. Penaos e c’hellez meizañ ez eus muioc’h a verc’hed eget a baotred o vont kuit diouzh o far ? n’on ket sur eus se tamm ebet. Met d’an nebeutañ, pa z’a fall an traoù, e ouezer n’eo ket echu ar vuhez evit kement-se. Gwir eo evit ar baotred kement hag evit ar merc’hed. Kompren a ran e c’hell paotred zo kaout melkoni eus an amzer vrav-se ma chome liammet ar vamm ouzh he yev a-hed ar vuhez, met cheñchet eo un tamm (pas penn-da-benn) hag e kavan brav e ouezfe ar baotred ne c’hellont ket mui implijout ar maouezed evel ma raent a-raok. Un tamm kempouez ne ra ket a zroug.
    Bro, endro Yvonne zo evel ur program politikel : ma z’a plaen pep tra eo brav evit an holl. Siwazh, tud en em emell ouzh an afer, ha setu breinet an traoù. Hag er gevredigezh katolik-se eo sklaer eo ar merc’hed o deus paeet ar reuz dreist-holl.

  • Fred

    Pevar c’hamarad ‘m eus, aet kuit o gwragez tout e-skeud ur bloavezh nemetken. Ne oant ket maouezed skoet ganto, na tost. N’o deus ket feson da c’houzout o-unan perak int aet kuit, a zo kaeroc’h : ur c’hiz eo, setu tout : « modern » e seblant bezañ, sur-mat. Bugale zo ‘b an afer, evel-just, ha madoù lakaet e gwerzh, pezh a sinifi rivin ar familh alies (hag hini ar vaouez lies-mat ivez, nebeutoc’h a arc’hant ganti peurliesañ).
    Mantrus eo ken e’h e’.
    Div e-touez ar maouezed-se n’ eus ur c’hamarad-kleiz, a-herve’… ur gamaradEZ-kleiz memes, ‘vit unan anezho ! « Liberte, liberte » a huchont (e galleg !), met pa vez sac’het an oto pe an urzhiataer, piv a vez galvet war-dro ? ar c’hozh pried kozh, na petra ‘ta ! Hag e touan dit e’h eo gwir bater ‘pezh a skrivan dit !
    Neuze, mar plij : trawalc’h gant ho mizerabilism ha kliched ar paour-kaezh maouez maleürus, me ho ped ! Me ‘gav din ne oaront ket petra ‘d eus c’hoant ha met pell zo… peotramant bout dieub gant ur mevel en o c’herzh, a zo gwasoc’h c’hoazh !

    • pevarlagad

      Evidon, n’em eus gwelet maouez ebet gwezh ebet a vije aet kuit diouzh he gwaz hep abeg ebet, na gwaz ebet kennebeut. Evel-just o deus abegoù d’en ober. Ha ma ne gompren ket an hini all perak, eo un abeg mat dija, d’am soñj : sklaer eo e oa un dizemglev don. Ha ne gredan ket ober mizerabilism en ur lavaret an dra-se. Ma ne wel ket ar baotred e oa digempouez bras ar gwirioù hag e kendalc’hont da vezañ, daoust ma vije nebeutoc’h, eo sklaer eo ar gwellañ tra d’ober : sachañ e skasoù. Ha ma vez gant ur plac’h all, e kav din eo un abeg a-zoare alato. Paotred ivez a ra kement-all. N’eo ket un afer reizh memes. Un dra zo sklaer, atav, me ne chomfen ket gant ur par a gav dezhañ e oa brav bezañ ur plac’h e amzer Yvonne.

  • Fred

    An eürusted personel diwar-goust ar familh (pe ar gumuniezh, pe ar vro…) … petra ‘virfe, ‘benn ar fin ? Un doare eo da welet an traoù, neketa ? Hiniennelouriezh a vez graet deus se ivez, ‘gav din. Me lâr « bout evitañ e-unan »…
    Perak pas, ya… ret avat ‘n em ziamerdiñ an-unan betek penn neuze… Un emzalc’h bugel o devez ar maouezed, alies. Goulenn sikour ar pried kozh goude bout aet kuit dioutañ… Ar vaouez « viktim eternel ar bed » (‘tro p’eus an aer da soñjal)… peotramant louarnez fin anezhi ? N’eo ket sklaer-skaer ho tamm jeu, a gav din.
    Honnezh, an ‘ni a lâran dit ahe, ‘oa bet kaset brav da strakal brulu. Arabat dekoniñ, ‘velkent ! Nag un diforc’h etre ho priñsipoù brav hag ar gwirvoud, memestra !

  • pevarlagad

    E pep frazenn a lavarez e welan e lakaez un toull bras etre paotred ha merc’hed, pa ne welan-me nemet tud. Un emgav bugel a c’hell kaout maouezed ‘zo, ha paotred ‘zo, hervez an doare m’int bet desavet hag ar mod m’eo bet graet outo a-hed ao buhez. Tud zo a zo gouest da verañ o disparti gant spered, tud zo a vir darempredoù mat daoust ma ne vije ket anv a goublad ken. Te gav dit ne c’houlenn tra ebet ar baotred digant ar merc’hed, hag ur wezh dispartiet zoken ?? n’eo ket va skiant-prenet. Paouez da glask lakaat ar bec’h war ar maouezed. Evel-just, lod anezho o deus ur vuhez reuzeudik, ha n’eo ket ken brav o flas er gevredigezh hag hini ar baotred. E henterenn gentañ an XXvet, an dud a oa gennet en ur vuhez ne z’ae ket dezho a oa foutu, bremañ en deus pep hini e chañs. Un disparti, ne dalvez ket dre ret dilezel e vugale (ha peurliesañ ne ra ket se an dud). Strizh eo soñjal n’eus nemet un doare da zesevel bugale ha n’eus nemet en ur familh klasel e vint evürus ha kempouez. Gwelloc’h tud dispartiet ha pep hini en e jeu, eget ur familh ma n’en em glev ket an dud : sklaer eo evidon. Bezañ kiriek ha karantezus ouzh e vugale, n’eo ket bevañ er gaou a-hed e vuhez, gwallgaset gant unan ne gompren ket ac’hanout. Hag ur wezh ouzhpenn, n’eus ket muioc’h a verc’hed o kuitaat o gwaz eget ar c’hontrol, me zo sur eus se ; klask ar sifroù (ha memes pa vije gwir bremañ n’eo ket bet e-pad pell). Kudennoù bras ha don zo er familhoù klasel ivez; sell ouzh skrid Delphine de Vigan ! Me ne gavan ket ken dispar-se ar soñj chom gant an hevelep par kousto pe gousto a-hed e vuhez. Pep hini a ra ar pezh a glot ar gwellañ gant an don-donañ anezhañ hag ar pezh a zeu da vezañ. An daou zen disheñvel a ya d’ober ur c’houblad a c’hell diorren o hentoù e doareoù disheñvel gant ar bloavezhioù, ha kavout a ran brav e vije posubl dezho heuliañ o anienn er gevredigezh a-vremañ, tamm-pe-damm, gwelloc’h eget a-raok atav.

  • Fred

    Ha koulskoude eo ar vaouez a ‘y a kuit ar muiañ, n’eo ket me ‘lâr :

    http://leplus.nouvelobs.com/contribution/213603-divorce-pourquoi-la-decision-vient-le-plus-souvent-des-femmes.html

    … ‘baoe o doa goulennet an droed da zivorsiñ (s.o ar pennad-skrid : ar gwazed n’ oa ket i’mm ‘feson) …

    Pezh ‘lâran : a-wechoù e vez aesoc’h dispartiañ evit klask kompezañ an traoù…

    « Hiniennelouriezh » betek re, ‘laran dit : « Sach an hini ma c’hell, pep manac’h evit e sac’h » !

    Pezh zo, anat eo la gwechoù all ‘vez ket moien da ober ‘mod all… met me gav domaj ‘velkent, kar pa welan-me ma zud-me, tad ha mamm, ‘oa ket brav ar jeu ganto poent zo bet, ha chomet s’ams mestra… ha bremañ, un 30 vloaz bennak war-lerc’h, plaen ar jeu… eürus ha kontant s’ams ha tout ! Ga’r maouezed a-vremañ ‘vihe bet disparti ken pront ha tra, me bari… Ha gwelloc’h ‘vije bet ? N’eo ket anat tamm tout, kae !

    Peta ‘ri : tout rank bet parfed ganto bremañ : n’eus ket droed da faziañ ken… Met ar vuhez ‘ni e’ zo dibarfed… dav akseptiñ se ‘wechoù ivez, kae…

  • pevarlagad

    A ya ! sell ‘ta, trugarez evit al liamm !
    A-wezhioù e kav din ivez n’o deus ket “klasket” a-walc’h an dud mont pelloc’h, emañ e-barzh aer an amzer, nompaz stourm, klask un hent all. Met ne gredan ket a rafe se an dud diwar netra koulskoude : ur sapre taol-kurun eo kuitaat e waz pe e wreg, ret eo adaozañ e vuhez penn-da-benn. Eus un tu all, ar re ne chomont nemet peogwir e kavjent skuizhus cheñch roudenn ne gavan ket glorius o jeu kennebeut…
    Gwir eo ar pezh a lavarez : d’am soñj e kred re an dud e-barzh ar “garantez” a vez diskouezet ouzh an tele. Poan o deus lod o kompren ne vez anv nemet eus un dornad eurvezhioù, pe devezhioù, e penn kentañ istor ur c’houblad. Ar wazed ivez a gouezh e-barzh ar pej, pa z’eont kuit da 40 vloaz gant ur vaouez yaouankoc’h ha koantoc’h en ur leuskel o 2 pe 3 bugel. Meur a hini meus gwelet oc’h ober se. Met n’on ket e plas an dud. Ar skeudenn a roont eus o familh ne adsked ket ar pezh ez eo penn-da-benn. Fiziañs ‘m eus e oar pep hini ar pezh a zo ar gwellañ evitañ…

  • fred

    Ac’hanta : Ar wech-mañ on akord ganit penn-da-benn !
    Ur mare burzhudus a vevomp, ‘benn ar fin : morse n’om bet ken dieub hag en-deiz-a-hiziv !
    Bez’ c’hall se bout dañjerus ivez, avat : rak daoust hag-eñ ‘vezomp kreñv a-walc’h atav evit merañ ar frankiz-se, en hom-unan ? Ne gav ket din. Pas atav, bepred. En degouezhioù-se e soñj din e c’hall « ensavadurioù » ‘giz ar familh pe ar relijion bout ur skor da dud zo… rak kaer zo lâret, roiñ ‘reont ar re-se frammoù pe reolennoù a c’hall bout emsav d’an nen, ‘mestra !
    Estroc’h evit un benveg kontrolliñ an dud zo deus ar relijion : bez’ e kinnig da-gentañ-penn un torkad alioù, talvoudus pe talvoudusoc’h se zo sur, ma c’hall an dud hag ar gevredigezh a-bezh tennañ splet diouto ivez (arabat lazhañ, laerezh, avoultriñ, droukc’hoantaat… debriñ re… degemer an estrañjour…) ! Ur sapre lamm war-raok eo bet ar relijion gatolik, poent zo bet, a-fet stabilaat ar bed ha lakaat ar feulster da goazhañ e-touez an dud… hag e’ eo atav, ‘gav din. Pezh ‘lâran avat eo reolennoù diazez ar relijion evel-just, ha n’eo ket penaos o devez tud zo o zreuzkomprenet a-hed an Istor, evit abegoù ha ne oant ket gwall relijiel ‘nehe, politikel ‘lâran ket; se avat zo un afer all, ‘gav din, ha ne denn ket da vat deus ar relijion…

  • Fabrig

    A-dreuz lenn an evezhiadennoù em eus kavet an arroud-se : «Un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh ».

    Evit gwir e c’haller rebech ouzh beleion ‘zo da vout bet re bell ganti ha gwaskus e oant ; ha reizh eo bout reveulzet gant o doare. Un dro-lavar a vez lavaret alies gant Koulizh Kedez, poblek sañset :”Petra eo an tri zra gwashañ er bed ? Ar merien, ar c’helien hag ar veleien”. Kement-se evit diskouez rummadoù aloubus a zeu e-barzh an ti hep bout bet pedet. Ha gwir eo e krede beleion ‘zo lavarout d’an dud penaos bevañ hep bout goulennet o ali diganto, evel m’o dije ur gwir da sellout e-barzh an tier evit sarmoniñ. Un tech hag a zo deuet diwezhat a-walc’h.

    N’eo ket ar relijion a zo da rebech amañ, avat, rak an Iliz n’eo ket untu ha cheñchet eo bet doare ar veleion a-hed ar c’hantvedoù. Ar veleion a zo e kaoz aze zo ar re o deus bevet en 19vet kantved hag e tri c’hard an 20vet kantved : ar re-se a oa bourc’hizion vihan gopret gant ar Stad evel amaezhidi. Pezh a roe un tamm galloud a dud “notabl” dezho hag uhel ar c’haoc’h ganto. Ha chomet eo bev an dro-spered heugus-se betek ar bloavezhioù 60. Ne oa ket an holl veleion a oa evel-se, avat, hag ar er a-vremañ n’o deus netra da welout ganto. Ar re-se eo e vez graet reuz outo bremañ, kentoc’h.

    A-wezhioù eo bet gwaskus an Iliz evit tud ‘zo, a-wezhioù eo bet un nerzh a zieubidigezh hiniennel.

    • Tepod Mab Kerlevenez

      Ha petra soñjet-hu eus ar plac’hed divergont a-vremañ n’anavezont na bu na ba diwar-benn ar pezh a zo dereat e-keñver an eured ? N’oc’h ket heuget marteze, gant o doareoù divalav ha dinobl ? Ar “veleion” a dalvez muioc’h ‘vite !

  • pevarlagad

    Ne varnan ket an dud, ha Jezuz ne rae ket kennebeut 😉 , dreist-holl evit seurt traoù pa gav din emañ ar gwir ganto d’esaeañ a-raok, ha pe vije paotred pe verc’hed. Ar veleion a dalvez muioc’h evite ? marteze eo aet an traoù war-raok evel ma veze lavaret kent gant Fabrig ha prest on da grediñ an dra-se. Met dibardonabl eo ar pezh a raent d’ar merc’hed d’ar mare-se evidon, ha chom a ra roudoù don eus ar wallgas-se, n’eo ket war ar maouezed kozh nemetken, met war ar gevredigezh en he fezh.

  • Fred

    “Dibardonalp” ! Na kement-se !! Jezus en dije-eñ pardonet, ne gav ket dit ? Te ‘p eus ket an aer da vout prest d’en ober, ken pront ma ‘h out da gritikañ an Iliz, ur spont !
    Me ‘m eus soñj mat deus maouezed er vro, ha me bihannik c’hoazh, ha n’ o doa ket feson da vout ken maleürus-se a-gaozenn d’ar veleien… hag i d’an ofern bep Sul vintin pa ne oant ket mui rediet gant den d’ar mare-se, ha kontant da vont c’hoazh ‘zhpenn : ‘p eus ket an aer da vout darempredet kalz ilizoù Breizh-Izel ‘ba ar bloavezhioù 60-70 !
    Piv out-te d’en em lakaat da alvokad tud ha n’o doa ket goulennet netra ganit ?
    E lec’h ober prosez ur relijion kazi’ deut war he zalaroù, ‘p eus ket anavezet kalz ‘herve’, war he zalaroù dres ‘giz hom yezh ha sevenadur Breizh, ‘p ije peadra da ober gant sort ‘en em gav hirie-an-deiz war hom ruioù a-fet relijion ha kondision ar merc’hed ganti : met aesetoc’h eo taoler ar bec’h war tud aet d’an anaon pell zo evit ‘nom lakat da gritikañ reoù all zo, kalz dañjerusoc’h an tamm ‘nehe ! hag ouzhpenn-se, ken buan all e vi lakaet da “cool” gant da gamaraded ha n’eo ket da “rasist”… Brutal ! N’eus ket da dortal : to zo ‘bazh ar ” mouv’ “… da bell eh i, ma flac’h !

  • pevarlagad

    Selaou, ne ran ket forzh gant an dud-se, marv int pell zo evel ma lavarez, met gouest on da vuzuliañ resis an droug he deus graet ar relijion-se e-barzh va familh, paneveken, ha n’eo ket amañ e kontin va istor penn-da-benn met gellout a ran lavaret dit ez eus peadra da vezañ spontet. Va istor familh eo, tostoc’h din eget an tabutoù politikel a-zivout an islam, ha war ar poent-se e ouezan ivez piv eo va mignoned ha piv n’int ket. N’em eus netra da rebech d’ar gatoliked hiziv an deiz pa ne emellont ket ouzh va aferioù, na me eus o re : ur relijion, evidon, a zle bezañ un avañtur brevez ha n’eo ket un doare da ren ur boblad a-bezh, evel ma veze / vez graet re alies. Lavarout a raen va soñj diwar-benn al levr “E bro Yvonne”, setu tout, ha lennet em eus anezhañ evit abegoù yezhel ha sevenadurel, ouzhpenn relijiel eta. Penaos komz eus al levr-mañ hep komz eus ar relijion, ne vez anv nemet eus se ganti ! ha diskouez ar ra Yvonne bezañ seder war ar poent-se. Met komz a ra ivez eus ar re a veze gwasket, a-wel d’an holl e oa. Ha n’on ket sur e lavar pep tra kennebeut : pa vezez bac’het en ur bed ma z’out sklavez da waz, ha pa vez hennezh ul lonkaer… ma ‘m eus soñj mat e oa kudennoù a seurt-se en he zi, ket ?

  • Fred

    Sponterezh, bombezennoù, tud lazhet a zegadoù, ur familh hag ur beleg dic’houzouget, tud argadet war ar ruioù ‘blam d’o dilhad berr… N’eo ket mui gant « tabutoù politikel » amaomp aze, evelkent ! Gant ur gwir brezel ne lâran ket ! Ha te gant kozh traoù kozh ar c’hantved paseet… nag iskis memestra ! ‘Barzh peseurt bed ‘maout o vevañ ? Dallet out, me soñj din… ne gomprenan seurt ganit ! Klañv mamm Yvonne gant ar c’hañser, ‘nom lakaet an tad da evañ diwar-se… rivinet ar familh gant an taolioù fall-se (Seku’ Sokial ebet d’ar mare-hont…). Petra ‘deus ar veleien hag ar relijion gatolik da welet gant-se ? Netra !

  • Erwan

    ikis tre an tabut, kaozeal eus perzhiou fall ar relijion hollveliourez e buhez doazhadurel ar vrezhonedezed er c’hantvedou kent. Mare n’on eus ket bevet, holl ganet goude marevez distruj an iliz e Breizh… Bremañ eo peurezvezant ar relijion se eus ar vro d’am meno… Distroadet eo bet gant ar relijion nevez ha “MODERN” he deus kemeret he flas, ar relijion laik stadel c’hall, hollvezant dre ar mediaou: skingomz, skinwel, google actu… Ma vefe eus ur relijion iziv an deiz e c’hoantafe hag e c’houc’hemenfe raktal en europa krouidigez muioc’h a vugale ar c’houbladou, evit kreskiñ ar feur ganedigezhiou, a-benn birvidikaad an armerzh..Ur gevredigez gant feuriou ken izel evel alamagn a vezo kondaoned d’ar c’hemm poblans, 1,2 bugel/ familh. (fentus meus kavet skouer ar wreg tec’het kuit diouz he gwaz o c’houlenn sikour evit addresañ he hurzhiater, ken gwirvoudel eo, merzet an hevelep devoud… D’am sonj preder plas ar wreg er c’houblad a zo fazi an daou er c’houblad, un afer sevenadurel eo. Kement eo roll ar wreg zo da abegiñ hag ar gwaz.

    • pevarlagad

      Me ne gavan ket dreist ar skouer-se, just a-walc’h : peogwir e vez echu gant ar c’houblad, e vije dibosubl kas da benn traoù all asambles, sikour an eil re ar re all ha kement ‘zo ? ar gwaz en deus kaset ar vaouez d’ar blotoù emañ ar gwir gantañ d’en ober met ne ziskouez nemet e zipit, ur c’hoant d’en em veñjiñ, setu tout. Ne gavan ket sot mont da c’houlenn sikour digant unan a oar pa vez ezhomm, memes ma n’ez peus ket c’hoant ken da lakaat anezhañ en da wele. Se zo ar memestra, evidon, hag afer ar merc’hed a lak ur vrozh berr hag e vez lavaret outo o deus “klasket” bezañ gwallaet, pe heskinet, pe me oar. N’eus netra da welet. Karantez zo karantez, urzhiataerez zo un dra bennak all. Hag ouzhpenn merc’hed a c’hell ober seurt traoù. Soñj meus pa oan yaouank, ur skouer dister eo, ur den dic’houzañvus a oa hag a wallgase an holl vaouezed el laz-seniñ, un tamm “macho” spontus em boa heug outañ. Graet hor boa ur veaj asambles hag er c’harr-boutin en doa kollet bouton bragoù e wiskamant evit ar sonadeg. Hag e oa oc’h ober tro an holl verc’hed a oa aze : gouest out da wriat va bouton ? Paour-kaezh paotr! Penaos e c’hellez gwallgas unan ez pez ezhomm outañ evit traoù ken dister ? Met mont digant unan bennak n’eo ket gwallgas anezhañ. Gall a ra bezañ graet gant doujañs, d’ur mare bennak e kav dit ne glot ket mui ar vuhez gant ar pezh a fell dit, ha ma n’eus ket tu da renkañ an traoù asambles, eo an disparti. Ma n’eus ket bet a wallgas, perak nac’h reiñ un taol skoaz ? Se zo dreist va c’hompren.

  • Fred

    @ Fabrig : N’eo ket sod pezh ‘p eus skrivet, met n’on ket akord ganit war ur poent :
    Ar veleien e Breizh-Izel, ar braz deus outo, h eo mibien kouerien eo ‘oant !
    Kemer skouer an Ao YV Perrot, da skouer, ganet en ur familh paour-kruel a-ziwar ar maez… ha n’eo ket un eksepsion eo ‘oa, pell deus alese (V. Seité, hag all, hag all)
    Bretoned ‘oant penn-kil-ha-troad, mibien hon pobl ! Tud tost deus problemoù an dud izel, kenañ-kenañ ! Skouerioù fall zo bet, marteze, met eksepsionoù eo oa ar re-se !
    Anavet ‘m eus un den n’oa bet Perrot ‘giz kure en e barrez : n’en doa nemet traoù jentil da lâret diwar e benn !
    Ha pugur mont ganti, « Da » dro-lavar « petra eo an tri zra gwashañ er bed ? Ar merien, ar c’helien hag ar veleien » zo bet ramaset diwar an hent gant ar c’homunist Le Du en e antoloji… evidon ‘m moa ket klevet anezhi BISKOAZH JAMES a-raok beha he lennet ! Setu n’oaran tamm tout pe « poblek » eo, din-me eh eo « lennek » a-raok pep tra ! Dres ‘giz ar “C’hapital” gant Groucho Marx, ‘benn ar fin !

    • Fabrig

      Ya, ar braz eus ar veleion a oa eus metoù ar bobl. Pezh a lakae lod d’em soñjal en un doare da bignat war ar skeul sokial dre ar vicher a veleg ha da bellaat diouzh labourioù tenn ar parkeier. Dre ma teuent da vout beleg en em gavent a-us d’ar re arall. Se zo istor ar veleion a veze graet “koukouged” anezho gant ar bobl — alese ar ganaouenn”Joli coucou” a-hend-all —, da vare ar c’henemglev etre ar Stad hag an Iliz. Fellout a rae da lod dont da veleg evit abegoù bedel-tre — arc’hant, lorc’h, galloud… — hag an tamm spered a vourc’hiz bihan a zeue da heul ha neket evit abegoù santel ha relijiel eo atav (Gw. “Prêtres de Bretagne au XIXème siècle” gant Samuel Gicquel).

      D’ar c’houlz-hont e krede da dud e karg ha da amaezhidi o doa resevet ur meni kefridi evit kenteliañ ar bobl ha lavarout petra a oa d’ober ha da soñjal. Ar memes tro-spered vil a gaved gant skolaerion ‘zo eus an Trede Republik hag a c’hoantae fourrañ o brizhsoñjoù frañmason pe sokialour e penn an dud. Lennomp “An Tri Aotrou” gant an tad Medard pe “Trec’h ar garantez” gant an tad Rozeg evit gwelout petore drast a eure an temz-spered a vourc’hiz bihan-se er gevredigezh, hag e vije a-berzh darn eus ar veleion pe a-berzh lod eus al laiked.

      P’emaomp ganti, lennomp diwar bluenn Youenn Olier, poltred un doare beleg ken doñjerus arall en e levr “Porzh an Ifern”. En ur gomz eus e zudenn anvet “an tad Fulup Drouglazhet” e ra ar skrivagner ul livadenn eus ar veleion arnevez eus ar bloavezhioù 70 ha 80 o doa aon rag o skeud ha na gredent ket difenn gwirionezioù ar Feiz, ken aonik ma oant e-keñver pezh a soñje an dud. Atav e klaske ar re-se plijout d’an dud e-ser komz eus an nevezentioù a-fed gwirioù ar merc’hed, an didrevadenniñ ha kement ‘zo — gant ur sell hanter varksour hanter freudian —, e-lec’h diskuliañ kelennadurezh peurbadel an Iliz, kollet pep gourelezh ganto. Se zo dres doare an darn vrasañ eus ar veleion a eskopti Leon-ha-Kemper en tu all da seikont pemp bloaz hiziv-an-deiz. An dudenn a gomz eus an tad “Drouglazhet”-se e sav doñjer enni e-keñver an Iliz difennet gant paotred digouilhoù eveltañ, respet deoc’h.

      Pe e ve beleion “bourc’hiz bihan” eus penn kentañ an ugentvet kantved pe e ve ar veleion araogour eus fin ar c’hantved e teu atav an doñjer eus ar memes tra : bout muioc’h intret gant spered ar bed, ha pezh a zeu hag a ya diwar red an amzer, en ur grediñ ersav evel komerezed hag a lavar d’an dud petra ober, eget gant ar santelaat dre ar bedenn hag ar vout er-maez eus ar bed evel ar veleion santel ma’z eo ar person eus Ars ar skouer anezho.

      Evit echuiñ e kavan direizh-kenañ an doare ma vez burutellet an Iliz diwar skouer fall beleion ‘zo, avat. N’eo ket an Iliz a zo da damall met spered ar bed a zo tro-dro d’he izili. Ur spered hag a vrein ur bern tud en Iliz siwazh e vo atav hini ar bed ma’z eo an diaoul ar priñs anezhañ betek donedigezh an Arloz e fin an amzerioù.

  • Fred

    Deuspenn-se, Fabrig… anv ‘m eus graet deus Marx : ur bourc’hiz bihan deus outañ, hennezh ! N’en doa ket foultret e dreid ‘barz un uzin pe ur park JAMES, pe pas vit kiañ ‘barzh, bepred! N’eo ket ‘giz Perrot, Seite, Mab an Dig hag ar re all… dres avat evel tout ar vourc’hizien vihan a vremañ a glask lakat ar c’henn dimp ‘n ur gritikañ hom sevenadur a-ziwar ar maez n’o deus ket darempredet JAMES.

  • Fred

    @Fabrig. Ok ganit penn-da-benn, surtout a-zivout beleien post-Vatikan II. Ma dad lâre din : “int-i : penn-kaoz da ziskar an Iliz”. D’ar poent-hont, ‘greden-me ket ! Hag a zo gwir, wechoude ! Joa dit, paotr !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s