C’hoant ‘moa da lenn al levr-mañ abaoe ma oa bet embannet : peadra da gompren ne z’an ket ken buan ha ma karfen gant va lennadennoù. Ur pennad-skrid meuleudius em boa lennet diwar e benn en ul lec’h bennak ha sur e oan e plijfe din.
N’on ket bet dipitet tamm ebet !
Un dislavar anat zo, er romant-mañ, etre talvoudegezh ar sevenadur hag ar fed diskouez anezhi. Dezrevellet eo an destenn gant div dudenn wregel : porzhierez ur savadur chik ha cheuc’h eus Pariz, hag ur plac’h daouzek vloaz a zo o chom en unan eus ar ranndioù gant he familh. Renée ar borzhierez ne fell ket dezhi diskouez e mod ebet eo kizidik ouzh an arz. C’hoari a ra perzh ar borzhierez direbech a c’hortozer diganti, pa dremen hec’h amzer vak o redek al levraouegoù hag ar mirdioù evit arvestiñ ouzh oberennoù ar vistri war al livourezh hag o lenn kement lennegezh ha prederouriezh. He sekred eo. Paloma, ar plac’hig, donezonet-kaer ivez, he deus ar santimant eo ar vuhez a c’hortoz anezhi ur seurt stign ha ne zigor dazont dedennus ebet dirazi : gant se, e c’hoari tamm-pe-damm ar memes perzh hag hini ar borzhierez. Un trede komper a zeuio da lakaat ar c’hempouez da cheñch, darempredoù nevez a savo, ha dorioù o tigeriñ evit an holl.
An tudennoù livet gant Muriel Barbery, daoust ma kreder enno pa lenner he romant, n’int ket gwall wirheñvel : ur seurt fablenn eo a ro d’al lenner. Prederiadenn soutil war ster ar vuhez, ha muioc’h c’hoazh, war doare pep hini d’ober e doull enni, da gavout e blas dezhañ e-unan e lusk ar bed ha daoust da ardoù ar gevredigezh. Skrivet eo brav, gant spiswel, hag alies e tleer lenn meur a wezh ur frazenn saourus. E blas en deus ar fent ivez, ouzhpenn ur wezh.
Anzav a ran on bet dipitet gant diskoulm ar romant : bez em eus ar santimant e tro kein ar skrivagnerez d’ar jeu luziet he doa lakaet e plas en un doare re glasel. Daoust da se e chomer war ur santimant plijus ha yael, p’eo kouezhet an holl vaskloù.
Eost 8th, 2018 at 10:45
[…] eo romant kentañ J. M. Erre. Lakaet en deus ac’hanon da soñjal en romant Muriel Barbery L’élégance du hérisson, dre ma c’hoarvez pep tra en ur savadur hag e ranndioù an dud a zo o chom ennañ. Kement-se […]