Dispac’h, Mikael Madeg (2014)

dispachGant an titl e oan bet desachet dreist-holl evit kregiñ e-barzh al levr-mañ, met a-benn ar fin al lodenn on bet plijet ar muiañ gantañ eo an hini gentañ, pa vez an haroz o stourm e Amerika, hag a denn a-walc’h d’am soñj ouzh avañturioù ur c’heneil d’ar sitoaien Jan Conan, war-bouez eo e komz-plaen… degouezhout a ra diwezhat an Dispac’h gall el levr a-benn ar fin. Hag ar pezh a zo souezhus eo n’emañ ket an haroz eus un tu pe un all : loveal a ra eus un tu d’egile, na peurwenn, na peurc’hlas, ne glask nemet tennañ e spilhenn,  bevañ e familh ha chom bev. Un astez soñj politikel en deus, pe un doug kentoc’h p’eo bet desavet hervez ar relijion gatolik : techet eo muioc’h da zifenn ar veleien eget ar re o lazh, met m’en em gann tu pe du eo kentoc’h peogwir e kav e interest personel en afer. An aes m’eo dezhañ cheñch dremm ha kroc’hen pa cheñch dilhad a wiria emañ kenkoulz en e vleud a bep tu… setu penaos em eus santet an traoù. Gant se, e c’hell Mikael Madeg dre savboent un dudenn nemeti reiñ da welet meur a zremm eus an Dispac’h.

An tu fall eo ne beger ket da vat en dudenn dreuzwelus-mañ. An dudenn a eil renk m’eo e wreg kentañ Mari Vrun em eus kavet kalz dedennusoc’h egetañ. Implijet eo mat he donezon en istor. Evit an haroz, n’eus poan ebet o kompren e lakfe e c’hounit hiniennel e penn ar jeu, d’am soñj eo ar pezh a c’hoarvez gant an holl, en holl vrezelioù. Met pa lenner e istor ez eus poan o tidouezhiañ ar re zrouk diouzh ar re vat : tennañ a ra muioc’h al levr-mañ ouzh ar vuhez eget ouzh lennegezh klasel war ar c’hraf-se. Evit ma vije drouk da vat un enebour eo arabat e anavezout a-dost… padal, an haroz e-unan en devez diegi, a-wezhioù, o lakaat e enebourien da vervel : re vat e anavez anezho evel tud, eveltañ. Nevez a-walc’h e kavan an doare-se da ober.

A-hend-all e vez lennet buan peogwir eo dedennus an darvoudoù, emgannoù, arsailhoù war vor ha war zouar, stignoù, muntroù, dibennadurioù ha kement ‘zo. Beajiñ a reer en tu all d’ar mor hag en douaroù ha fonnus eo an tudennoù. Fent zo ivez a vare da vare : daoubleget e oan o lenn lid gwezenn ar Frankiz… Ne enoeer ket, daoust ma vije tev ar berniad paper (635 pajenn). Deuet e vije mat ganin ur fichennaoueg niverel, peogwir e kavan ponner seurt levrioù da zougen… ha peogwir emaomp en XXIvet kantved ivez 🙂 Met ur munud n’eo ken. Ur romant istorel a zalvoudegezh eo, gant unan a c’heller kaout fiziañs ennañ evit reiñ ur skeudenn wirion eus Breizh da heul ar furchadegoù en deus kaset da benn a-hed e vuhez.

A-fed stil, plijadurusoc’h e vije din ma vije skrivet en un doare klaseloc’h, ha n’eo ket hanter-skrivet hanter-komzet, leun a estlammadennoù en diavaez eus an divizoù met displeget eo gant ar fed eo kontet an istor d’ar mab-bihan karget d’he adskrivañ. Din-me e ra seurt traoù an efed kontrol : pellaat a reont ac’hanon eus an istor, ha degas da soñj din emaon o lenn e brezhoneg, kentoc’h eget va leuskel da antreal en ur mentad all dre al lenn. Ur stil konter eo kentoc’h eget ur stil skrivet ha… n’on ket tik ouzh ar c’hontadennoù. Met forzh penaos en em voazer ha goude un nebeut pajennadoù ne daoler ket mui pled.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s