Wilt 5 : Comment enseigner l’histoire à un ado dégénéré en repoussant les assauts d’une nymphomane alcoolique, Tom Sharpe, Bro-Saoz (2010)

wilt5En un doare dic’hortoz on bet dipitet gant hennezh diwezhañ. Daoust hag-eñ em eus bet ur regorfad a Wilt ? Marteze eo se un tammig, met krediñ a ra din n’eo ket ken fentus hag ar re all. An ton n’eo ket ken lemm, ar gerioù n’int ket dibabet ken pizh hag el levrennoù kent. Torret eo ar gwinterelloù. En em leuskel a ra ar skrivagner da vevañ war e rekipe kozh… Hag erru eo kozh ar rummad Wilt da vat, p’eo aet ouzhpenn tregont vloaz etre Wilt 1 ha Wilt 5.

Kaer em eus bet kavout gwanoc’h ar pempvet levrenn, ne vijen ket chomet hep echuiñ ar rummad forzh penaos, memes o c’houzout an dra-se a-raok. Lennet e vez hennezh hep displijadur forzh penaos, gras d’an elfennoù nevez emichañs : evel er pedervet levrenn, n’emañ ket mui Wilt en e endro boaz e Ipford, hag ez eus tudennoù dianav d’ober anaoudegezh ganto.

Posubl eo ivez e vije disteraet ar romant-mañ gant an droidigezh ‘m eus lennet : penaos fiziout en un troour a ra eus levr hollvrudet William Golding “Seigneur des mouches” ?? Sot eo marteze, met seurt fazioù n’on ket evit gouzañv. Ar pep gwellañ tout, pa c’heller, eo lenn Tom Sharpe e saozneg eta.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn