Poanioù-spered an tad Gwazdoue, Youenn Olier (1963)

Poaniouspered_an_tad_GwazdoueEvit an eil gwezh e lennen al levr-mañ, goude bezañ laosket 14 bloaz bennak da dremen. N’on ket bet dipitet. Da gentañ, peogwir e kav din ez eus kement a zanvez e levrioù Youenn Olier ma n’heller ket ober tro e levrioù dindan ur sell nemetañ. Da eil, peogwir on bet plijetoc’h an eil gwezh eget an hini kentañ, kavout a ra din zoken eo al levr a blij din ar muiañ e-touez re ar skrivagner -ne lavaran ket eo an hini gwellañ tamm ebet, met an temoù a bled ganto ennañ a blij din, an endro difouge ivez, an enep-haroz m’eo an tad Gwazdoue-.

Ar rebech pennañ a c’heller ober d’al levr-mañ eo an digempouez m’eo a lodenn da lodenn. Kregiñ a ra eus ar gwellañ, gant un ton sirius ha don, met seul vui ez eer war-raok seul vui ez a an traoù da furlukinat, betek koll kazimant pep gwirheñvelded : en em gavout a ra ar paour-kaezh haroz o laerezh arc’hant digant ar beorien pe o kemer perzh en ur genstrivadeg prederouriezh en ur sirk ma vez sellet outañ gant miliadoù a dud ouzh an tele… Ar gudenn, gant Youenn Olier, eo n’eo ket gwall soutil e fent siwazh ha pout eo kement taol-arnod da lakaat al lennerien da c’hoarzhin.

Ma vez lakaet an dra-se a-gostez ez eus kalz traoù dedennus el levr, ha gwezh ebet ne vez kollet e neudenn gant ar skrivagner daoust da emdroadur an ton : kontañ a ra ar pezh en deus prometet en titl, da lavaret eo ur barrad disfiz a-berzh un den a Zoue e-keñver ar feiz, ar goulennoù don a sav outañ e-unan diwar-benn an hent en doa kemeret, e blas e-keñver e genlabourerien hag an dud a-us dezhañ, e drubuilhoù micherel, ha traoù skañvoc’h marteze met lod eus ar vuhez ivez : plediñ gant e loened, ober van da vezañ klañv, klask arc’hant, klask gwalc’hiñ e c’hoantoù hep bezañ gwelet gant an dud… Kelenner war ar brederouriezh ma z’eo e kaver ur bern daveoù da brederourien ha da oberennoù prederouriezh.

Dedennus eo al levr penn-da-benn en desped d’e wanderioù. Boued-spered zo e-barzh, ha plijadur da gaout gant ar yezh : anat eo eo bet labouret kalz, pe e plijfe d’an dud pe ne blijfe ket. Din-me e plij stil Youenn Olier hag al levr-mañ n’eo ket gwall ziaes da lenn.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Poanioù-spered an tad Gwazdoue, Youenn Olier (1963)

  • Pêr-Erwan de Kerminguy

    Neket alies eo e c’haller lenn un dra a-zivout unan eus oberennoù ar skrivagner meur Youenn Olier. Al labour a gasas da benn zo unan ramzel, hep mar. Da ‘m soñj ne vez ket rentet kalz a enor dezhañ hag e soñj din ez eo unan eus an tri pe bevar skrivagnerion ar wellañ en ugentvet kantved, koulskoude.

    Trugarez deoc’h, neuze !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s