L’art français de la guerre, Alexis Jenni, Bro-C’hall (2011)

l'art français de la guerre Priz Goncourt 2011 en doa bet ar romant-mañ, dezhañ un titl hoalus ouzhpenn : ne oa ket ezhomm muioc’h evit reiñ c’hoant din d’e lenn.

Plijus a-walc’h, met n’eo ket direbech ar romant, sur a-walc’h dre ma z’eo an hini kentañ skrivet gant an den.

Kavet en deus un ahel a ro tro dezhañ da vont eus penn kentañ an eil brezel-bed betek an devezh hiziv dre an holl vrezelioù all a zo bet abaoe gant bro-Frañs, evit kontañ darvoudoù brezel : kement lodenn a c’hoarvez da vare brezelioù zo deuet brav-tre gantañ. Gwriet eo an holl darvoudoù-se gant un neudenn c’hros a-walc’h, istor an dezreveller, en deus fourret enni a bep seurt soñjezonoù, lod prederourel ha lod all n’int ket kement. Kavout a ran un tamm re, ivez, ar fed e vije livour ha soudard an haroz, daoust ma ne vije ket dibosubl-krenn eveljust… hag un disterig chuchu ha diezhomm eo an istor karantez e fin al levriad.

N’eo ket evit kement-se eo disteriet ar blijadur a c’hell bezañ kavet o lenn an nemorant eus ar romant, met dre tremen hep an dezreveller-se en dije savet Jenni ur romant eeunoc’h ha gwirionoc’h : kement romant-brezel zo prederouriezh ennañ, a c’heller klask silañ e spered al lenner dre daolennañ an traoù kentoc’h eget a vorzholiadoù… Abalamour da se e kav din eo bet skrivet al levriad-mañ en un doare re glasel, ar pezh a laka anezhañ da vezañ arabadus a vare da vare.

Al levriad-mañ n’eo ket pec’hed e lenn memestra : a live uhel e kavan eo ar pezh a zo mat ha dedennus ennañ.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “L’art français de la guerre, Alexis Jenni, Bro-C’hall (2011)

  • geekezig

    Soñj mat em eus eus ar romant-mañ, pa oa deuet er-maez e oa bet lâret deomp gant plac’h ur stal levrioù e oa ur romant da guzuliañ d’ar baotred…
    (gwelet he doa en he stal, paotred o tistreiñ laouen bras padal e oa bet merc’hed kentoc’h “of, arabadus eo”.)

    • pevarlagad

      lol… ya, avañturioù “action man” int un tamm ! pezh zo farsus, eo e plij dezho da vat, daoust ma vije ur c’hliched ! aliet e oa bet din gant ur mignon 😀

Ober un evezhiadenn