Ar marc’h glas, Riwal Huon (2010)

Fellet oa din gortoz e vije disoñjet un tammig al levr-mañ a-raok e lenn, kement a drouz (plijus) a oa bet tro-dro dezhañ.

N’on ket bet dipitet !

An titl a gaven dister da gentañ (ur march ouzhpenn grrrr) met dav eo anzav ne gomprenen ket e ster, a zo dedennus ha brav : ur poent evit an titl eta.

Kregiñ a ra al levr evel pa vije o vont da gontañ eñvorennoù yaouankiz er bed kozh war ar maez, en amzer vennniget-se a zeu diouti ar bras eus hol levrioù brezhonek 🙂 met un touell eo, pe gentoc’h, ur pennad-digeriñ nemetken. Kinnig a ra ar romant ur pont etre doareoù kozh ar bed-se ha doareoù nevesoc’h kêr. Skoet on bet gant ar pezh a lavar ar skrivagner diwar-benn ar gwask zo war an dud war ar maez e-keñver o amezeien. Divskouarn zo gant ar c’harzh… ha bevet e c’hell bezañ kêr evel un dieubiñ.

Ibil ar romant eo an tremen-se eus ur bed d’un all, ar pezh a vez merket c’hoazh er pennad gant merc’h ar c’hont.

Klotañ a ra an dilojañ gant krennardiezh Gwenole : forzh penaos e vije aet d’unan bennak all, met heverkoc’h eo ar cheñchamant.

Dedennus eo ivez an eil lodenn, adalek ma krog an haroz gant deskiñ toiñ, met n’eo ket ken arouezius, d’am soñj.

Skrivet eo brav, ha reizh e-keñver santout, ur boem : diskenn a ra ar gerioù war-eeun er bruched.

Ur romantig prizius eta 🙂 emichañs eo bet degemeret brav a-walc’h evit reiñ kalon da  Riwal Huon da skrivañ reoù all…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

3 responses to “Ar marc’h glas, Riwal Huon (2010)

  • geekezig

    Ne oan ket bet plijet bras gant Ar marc’h glas, met kavout a ran da arguzennoù kalz kendrec’husoc’h eget ar pezh a gleven da gustum (brezhoneg yac’h hag all hag all). Un tamm sell nevez a roez din neuze.
    Evit a-sell ouzh an degemer, gant an niver a brizioù en deus bet, spi ‘m eus e kendalc’ho da skrivañ!

  • Erwann

    M’eus ket bet keuz ouzh e lenn, ar levr-se. Plijet on bet g’al lodenn gentañ, dreist-holl, met an nemorant n’eo ket fall kennebeut. Daoust da se n’eo ket disi al levr, e-keñver yezh pe lusk an istor, met n’eo ket fall evit ur romant kentañ memestra.

  • Fred

    Plijet ha dipitet war un dro ! Plijet g’ar stil, dre-vras … dipitet g’an eil lodenn ‘vat (buhez-kêr). Kêr ? Karaez ! Ur 7000 annezad bennak d’ar muiañ tout ha mat pell zo e-kreiz ar maezioù glas ! Poan ‘n eus ar Vretoned dre-vras, hag an oberour ‘n o mesk, ‘tont ‘maez o « c’hornig-broig » memestra ! Kalz dedennusoc’h vije bet ijinañ un istor liammet gant an harlu e « kêr da vat », da lâret Bro-Bariz da skwer … ha seul binvidikoc’h hag « avanturusoc’h » a-se an istor, da’m meno-me, blaz ar re nebeut gantañ, ‘benn ar fin. Da lenn memestra, evelkent !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s