Kambr ar stered, Paol Kalvez (2007)

Kambr ar stered
Evel ma c’heller lenn war pennadoù-kinnig al levr el lec’hiennoù-gwerzh, n’eo ket ul levr lennegezh er ster ma c’heller gortoz. Emañ Paol Kalvez o kontañ e vuhez, ha eñ erru tro 80 vloaz, da vMalo Bouëssel du Bourg. Un diviz eo kentoc’h eget ur skrid.
Bet em eus ar santimant koulskoude ne oa ket ponner bezañs an aterser, a-boan ma vez santet e gwirionez. Ur wezh lañset ar c’honter, n’eus harz ebet d’e deod evit doare ! Ha gwell a se.
Lonket ‘m eus an eñvorennoù-se en un tenn (pe zaou, ul levr hir eo !) ha gant kalz a blijadur.
Kalz e teu eus personelezh Paol Kalvez, a zizoloer e-pad al lennadenn. Diskouez a ra bezañ kempouez, start en e soñjoù -n’int ket va re alies, met n’eus forzh !-. Plijus eo dre ma ne bleg ket, ne heul netra nemet e hent ha n’en deus ket cheñchet kalz abaoe e yaouankiz.
Tro ‘m eus bet da vousc’hoarzhin alies dirak mennozhiooù ‘zo, diwar-benn ar merc’hed da skouer, pe oad an dimeziñ… Ezteurel a ra anezho gant kement a gred ma ne lazh ket an interest a zo oc’h heuliañ ar vuhez pinvidik-se, er c’hontrol.
Desket ‘m eus ur bern traoù diwar-benn an Emsav, KEAV, Skol an Emsav, Saded. Anvioù-bihan an dud oberiant heuliet gant pennlizherenn o anv-familh zo trawalc’h d’o anavezout, ha da gompren gwelloc’h danvez an ereoù a oa etrezo : gwallgentelius al levr war ar poent-se.
Chomet on war va naon evit pezh a sell ouzh darempredoù Paol Kalvez gant Arc’h Lanza del Vasto, em eus anavezet mat em yaouankiz : ne ra nemet menegiñ an dra-se, siwazh.
Kompren a ran mat ne c’heller ket kontañ dre ar munut 80 vloaz buhez dindan 200 pajenn bennak koulskoude. Mont a ra buanoc’h evit pezh a sell ouzh fin e vuhez eget ouzh ar penn kentañ : un tech naturel, pa goshaer, a lavarer…
Ul levr talvoudus eo, d’am soñj. Aes da lenn, en ur brezhoneg uhel hep bezañ kimiek -lavarout a ra Paol kalvez e-unan e implij brezhoneg e dadoù kentoc’h eget unan re arnevez, daoust ma oa oberiant e SADED -.
E-keñver eñvorennoù tud all e kavan dedennus al levr-mañ dre ma vez santet int reoù un den speredek, boaz da brederiañ. N’eus forzh da belec’h e vije kaset gant e brederiadennoù, cheñch a ra eus an eñvorennoù niverus o kontañ ar vuhez war ar maez e Breizh-Izel e 19… n’ouzon ket petra ; kalz pelloc’h ez a an traoù gant Paol Kalvez.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s