Eñvorennoù, Roparz Hemon (1947-1957)

Eñvorennoù Ar pennadoù eñvorennoù-se, bet embannet e kelaouennoù e 1947 ha 1957, zo bet strollet hag embannet evit ar wezh kentañ e stumm ul levr e 1998 gant an ti-embann Al Liamm, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv Roparz Hemon.

Daou ahel zo dre vras : eñvorennoù yaouankiz, enno eñvorennoù bugaleaj met ivez prantadoù tostoc’h ouzhomp, hag eñvorennoù eus Breizh-Veur a oa bet Roparz Hemon o lojañ du-hont goude m’en doa dilezet e studioù skiantel evit en em dreiñ war ar yezhoù, ha gwellaat e mod-se e damm saozneg.
Eñvorennoù evel ar re all, e gwirionez, a anavezer enno yezh resis, ha teuk a-wezhioù, unan eus hor skrivagnerien muiañ awenet. Skoet on bet gant an dougen ma oa da gontañ traoù ‘zo dre ar munut en e eñvorennoù bugaleaj dreist-holl, dibaboù a ziskouez e stek a skrivagner. A-hed al levr e verzer e interest evit an arz, an traoù kaer a bep seurt (skridoù, sonerezhioù, maezioù, met ivez arrebeurri, dilhad, tisavouriezh ha me oar !) hag an diaes ma oa dezhañ anduriñ an traoù divalav. E gizidigezh arzel on bet fromet ganti el levrig-mañ, tu denel hag hollvedel an arzour en ur mod… Ar bourc’hiz bihan ma oa, lorc’hus un disterig, n’en dije ket kalz tra da welet gant va buhez din-me a-hend-all.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Eñvorennoù, Roparz Hemon (1947-1957)

  • Fred

    Dedennus e sav-poent war Eisteddfod Bro-Gembre ivez, hag ar c’homparaj e sav ar skrivagner etre ar vro-se ha Breizh, en un doare dichipot a-grenn.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s