Porzh an ifern, Youenn Olier (1982)

Romant diwezhañ Youenn Olier eo. N’eo ket gwall aes da lenn abalamour d’e stumm : n’eo ket ur gwir levr met ur pakad follennoù biziataet gant ur mekanik da skrivañ, klochedet ha paket en ur golo divalav a-walc’h. Niverenn 150 Imbourc’h eo e gwirionez, setu perak.
Sañset eo bezañ ur romant skiant-faltazi c’hoazh, met e gwirionez n’eus nemet un nebeut pajennoù o tremen e penn kentañ ar XXIvet kantved. Ur c’helenner yaouank en em gav gant un den kozh a gont e vuhez dezhañ : pep tra a dremen en amzer dremenet eta adal ma krog ar c’hozhiad gant e gofesadenn. E vuhez-pad en deus klasket enebiñ ouzh madelezh hag hollc’halloud Doue : en e gest a c’halloud e klask en em lakaat par da Zoue e-unan.
Ur seurt euzhvil eo an den : skrijus eo ar pezh a gont eus e vuhez. Peadra da sevel ul levr gwallzedennus, gant suspens. Ne oa ket pal ar skrivagner avat : n’eo ket ur romant-ober. Kontet e gouloù savboent an emsaver bredoniour ha teologian ma oa Youenn Olier eo gwall bonner da ziazezañ. Soñjoù mouk, gwisket gant un nebeut fedoù difetis, testenn re helavar o tegemer randonennoù hag ambreadennoù difin tostoc’h ouzh balboterezh un deizlevr, depegnoù stamboc’hus : koumoulek em eus kavet ar pezh en doa c’hoant ar skrivagner da lakaat da dremen. M’en dare hag-eñ ez eus bet kalz a dud o vont betek ar fin…
Lakaet ‘n eus ac’hanon d’en em soñjal war tudennoù romantoù Youenn Olier : re glok e kavan anezho, ne oar ket tennañ diouto un nebeut perzhioù anat da stagañ al lenner outo. Tudennoù re wirion int en ur mod : luziet eo o soñjoù evel hon re ; en em glask hag en em goll a reont en o c’hest evit reiñ ur ster d’o buhez. Perzhioù denel a vank dezho re alies ivez, daoust ma ne vijent ket anti-harozed kennebeut : n’int ket sichant, gwallgas a reont o mignoned pe o mignonezed… n’o deus netra dreistordinal, ha dipitus eo. Evel just e c’hell bezañ un dibab lennegel met domaj eo e vije treset e holl harozed hervez ar memes pimpatrom.

Ur gudenn zo gant ar merc’hed ivez : n’eus nemet ar c’harantezioù n’heller ket tizhout a vije hoalus. Ar maouezed a vever ganto zo heskinus, ar mammoù a wallgas o bugale, emaer en ur bed 100 % evit ar baotred. Bedoù du-pod a soub e lennerien enno.
Me soñj din eo mat lenn pep hini eus e romantoù daoust da bep tra. Pinvidik mat int, hag a dra-sur ne vint ket komprenet er memes mod gant an holl.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s