Avanturio ar citoien Jean Conan a Voengamb, Jean Conan (tro 1825-1830)

Avanturio Jean Conan

Fiskal em eus kavet avanturio Jean Conan. Da gentañ peogwir on boemet gant o oristal a skrivagner : ne oa ket tonket da gaout deskadurezh na da skrivañ, met n’eus bet netra evit herzel outañ, peg oa ennañ evel ur c’hleñved, hag e tivere pajennadoù ha pajennadoù dioutañ diboan, e gwerzennoù ouzhpenn ! Farsus tre e kavan.
Ne lavarfen ket eo bet aes kregiñ : e reizhskrivadur leun a ijin eo ret en em voazañ outañ met dont a ra goude un nebeut pajennoù, arabat diskregiñ re vuan ! E stil a blij din kalz, brokus ha naturel, leun a droiennoù blazet mat, leun a vunudoù. Ar chañs hon eus ouzhpenn en doa ur bern traoù da gontañ p’en deus bevet darvoudoù dreistordinal ha krogadoù istorel. Plijout a ra din an doare m’en deus d’en em lakaat da haroz evit bravaat e zezrevell, da glask teneraat al lenner pe d’e lakaat da drueziñ…A-wezhioù ‘m eus kavet un tammig hir ma amzer, met dre vras em eus bet kalz a ebat en ur lenn e droioù-kaer, sklêrijennet mat gant studioù dedennus-tre e penn kentañ al levr (meur a wezh on bet o sellet pelec’h ‘oamp erru en e vuhez) hag a bep seurt dielloù, skeudennoù, luc’hskeudennoù, tresadennoù gant ar skrivagner. Graet eo bet mat tre.
Rebech a ran memestra d’al levr bout divyezhek kichen-ha-kichen : ur wezh ouzhpenn, n’eo ket bet soñjet en Yann vrezhoneger. Hennezh vo rediet da lenn ar bajenn gleizh en ur guzhat an tu dehoù gant ur follenn… ne brizian ket an doare-se da sevel al levrioù divyezhek. Gwir eo e vezer sikouret gant ar galleg evit kompren an destenn vrezhonek e lec’hioù ‘zo met kavet ‘mije gwelloc’h kaout un destenn unyezhek gant notennoù e traoñ ar pajennoù. Ha perak ne vije ket bet lakaet ar galleg a-gleiz ?…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s