Ar C’hrist d’an Amerindianed, Youenn Troal (1963-1964)

Krist AmerindianedDedennus mat em eus kavet al levr-mañ, dreist-holl en hanterenn gentañ, pa zegouezh ar beleg e bro-Berou, pa sell ouzh ar bed dianav-se gant daoulagad souezhet : deskrivet eo mat pep tra nevez. Ur wezh en em staliet n’eo ket douget kement da zeskrivañ ha domaj eo evit al lenner. Kaozeal a ra muioc’h, neuze, eus e labour a zen a iliz, a zen “dindan-an-iliz” ‘m eus c’hoant da skrivañ evel pa gomzer eus un den “dindan ar Stad”. Klasket ‘vez pegañ e bro-Berou ar mod da ren ar parrezioù e Breizh. Kavet ‘m eus farsus merzout eo plegoù labour a ren anezhañ kentoc’h eget feiz. Diskouez a ra bout inervet pe kounnaret a-wezhioù gant an diaes m’eo lakaat an dud da gompren mont en-dro al lidoù. Gwelout a reer mat al labour trevadenniñ graet gant ar gatoliked : ul labour treuzkas jestroù, frammoù, redioù evit plantañ o relijion a-raok ar re all. Evel just ez eus efedoù mat peogwir e tiskouez bezañ warlec’hiet spontus ar c’horn-se eus bro-Berou e levr Youenn Troal. Evit pezh a sell ouzh an dienez, moarvat, evit an daolenn a zepegn eus stad reuzeudik an dud a-hend-all e kav din e c’hell bout bet cheñchet e sell gant ar pezh en deus bevet en e vro a-raok. Breizh a oa bet e-pad pell ar c’horn-frañs da zrevadenniñ evit ar veleien, ur c’horn lec’h ma ne oa nemet speredoù pout o vevañ bern-war-vern gant o loened en o lochoù dirapar…
Ne wel ket Youenn Troal hag e gompagnuned labour o bezañs e Perou evel un degouezh a zegasfe un dra bennak da gement hini. Int a bask ar relijion d’ar reuzeudien, ken reuzeudik ma n’eus netra da dennañ diouto, nemet o lakaat da cheñch ar buanañ ar gwellañ. Santout a reer mat pouez an ensavadur kentoc’h eget ur savboent denel ha personel : diaes da gompren ha da asantiñ dezhañ evidomp. Danvez da brederiañ warnañ a-hed al levr.
Dipitet on ne vije bet embannet nemet an hanter eus an oberenn ; chañsoù bras ‘zo ne zeuio ar peurrest biken. Karet ‘m bije kaout pep tra war un dro, skrivet un tamm bihanoc’h : n’eo ket diaes da lenn pa vez didroc’het a dammoù bihan, a zeiz da zeiz.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Ar C’hrist d’an Amerindianed, Youenn Troal (1963-1964)

  • Fabrice Coupechoux

    “Breizh a oa bet e-pad pell ar c’horn-frañs da zrevadenniñ evit ar veleien, ur c’horn lec’h ma ne oa nemet speredoù pout o vevañ bern-war-vern gant o loened en o lochoù dirapar…”

    N’eus forzh petra ! Ar Vretoned a oa kristen pell a-raok peurrest ar vro-Frañs. Bez e oa kristen ar Vretoned a-raok ma trevadennjent Armorika…Ouzhpenn-se e teue ar veleien a Vreizh eus Vreizh ha n’eo ket eus a-bell-vro. Din e rejont ul labour dispar a-hed an ugentvet kantved evit kas ar c’heloù mat, Youenn Troal en o mesk evel just. N’eo ket trevadenniñ a raent -ar veleien n’o deus ket bugale…-. Karout an dud, ne lavaran ket.

    Mod all e tiskouez Youenn Troal boued da intent ar veleien a raed “Fidei donum” anezho evel al levr skrivet brav gant an aotrou ‘n eskob Visan Fave “War roudou or misionerien”. An dra a laka ac’hanon un tammig diaes a zo implijout an titl “Ar C’hrist d’an Ameridianed” e lec’h an titl gwir “Ar C’hrist d’an Indianed”. O tempora, o mores…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s