Plac’hedigoù o lêr rous hag Ifern yen ha merc’hed klouar, Yann Gerven (1995)

plac'hedigoù o lêr rous

Danevelloù diouzh an druilh, hag ar re-se n’int nemet ar re gentañ embannet peogwir e kendalc’h Yann Gerven da skrivañ. Kalz a blijadur em boa bet o lenn e zanevelloù ar wezh kentañ, peogwir int yaouank ha modern, ha skrivet en ur yezh dezhi ul live hag ur blaz ne gaver gant skrivagner all ebet. P’em boa o adlennet un nebeut bloavezhioù war-lerc’h em boa kavet hegasus lod anezho : krog oan da vout skuizh gant an temoù ‘m eus aon.
ifern yen 3

Arabat klask donaat re, m’eo uhel al live gouiziegezh, n’eo ket tre ar memestra gant live an istorioù : pal pennañ ar skrivagner zo lakaat an dud da c’hoarzhin e brezhoneg yac’h, ha dont a ra brav gantañ.
Yann Gerven en deus ur stil dezhañ e-unan a anavezer diouzh ar c’hentañ sell, ha ne vezer ket diwasket en ur lenn e ijinadennoù : n’eus ket kalz a skrivagnerien vrezhonek a c’heller lavaret kement-se diwar o fenn

Soñj ‘m eus em boa kavet diaes an danevelloù-se da lenn ar wezh kentañ, goude 3 pe 4 bloaz a gentelioù brezhoneg. Ret eo lavaret ez eus kalz a c’hoarioù-gerioù ha traoù a seurt-se, c’hwitet e vez war lod anezho er c’hentañ lennadenn (Lennet ‘p eus mat an titl ? Gwelet ‘poa ?)…

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Plac’hedigoù o lêr rous hag Ifern yen ha merc’hed klouar, Yann Gerven (1995)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s