Bro Leon ennon, Mikael Madeg (1999)

Aon em boa un tammig rak ar 628 pajenn met n’eo ket bet ur gwall lennadenn evit kelo-se. Dre ma n’eo ket ur romant, met kentoc’h un dastumad eñvorennoù stag ouzh ar barrez-mañ parrez e c’hell bout troc’het al lennadenn a-dammoù pe pigoset e-barzh hervez ho c’hoant.
Da gentañ e tlean lavaret em eus kavet brav an titl hag e plij din kalz ar mennozh, ar geografiezh personel-se. Peg mat eo ouzh ar skrivagner, ar pezh a blij dezhañ, ar pezh a gar… Un testeni eo eus al labour en deus graet war an dachenn o renabliñ anvioù-lec’h, feunteunioù, lesanvioù, gouiziegezh diwar-benn ar c’hleuzioù, o tastum kontadennoù ha kaozioù a bep seurt diwar muzelloù an dud kozh. Gwelout a reer Madeg yaouank o peurzeskiñ e vrezhoneg desket mareoù ‘zo, nebeutoc’h yaouank o pourmen gant gwreg ha bugale gwezhioù all… Choarzhet em eus forzh pegement o lenn un dezrevell eus un abadennad labourat en un ti-feurm ; nag a eñvorennoù eus an amzer ma ne gomprenen ar brezhoneg nemet dre skrid. Fars zo bet o tiskoachañ tud a anavezen ivez, pezh a c’hoarvezo da gement brezhoneger emichañs !
Me gav din eo ul levr mat pa ne guzh ket an titl an diabarzh. Skrivañ a ra Madeg diwar e benn, gant ur brezhoneg dreist ha kalz a fent, ha tremen a reer 628 pajenn e kompagnunezh ur c’havandad kozh deuet da vezañ tost tost ouzhomp gant an holl draoù en deus diskuliet d’e lennerien abaoe kement a vloavezhioù.
Pezh n’eus ket plijet din avat eo adkavout lodennoù ‘zo eus al levr-se e-barzh oberennoù all gantañ ‘m eus prenet diwezhatoc’h. Pet gwezh e vin lakaet da baeañ evit ar memes tra ? Setu, va ger imor evit an deiz… Evel ma welit e c’hell levrioù Madeg kaout un eil efed Kiss Cool : dont a ra e lennerien da vezañ ken skragn hag eñ 😉

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Bro Leon ennon, Mikael Madeg (1999)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s