An tri Aotrou, Tad Medar (1981)

Lakaat a ran al levr-mañ da glasel n’hall ket bout dic’hizet.
Taolenniñ a ra an Tad Medar ar vuhez en deus anavezet en e yaouankiz e bro-leon, dindan pennadoù berr o renkañ an traoù dre demoù. Skritur lemm, daoulagad ken lemm all, un den lemm a spered e oa ivez pa ya e daolennoù un tammig pelloc’h eget an dezrevelliñ eeun : trifennek eo ar gevredigezh a ginnig deomp, renet war un dro gant an Aotrou Doue, an Aotrou person hag an Aotrou maner, asambles pe o sachañ pep hini diouzh e du hervez…
Ar brezhoneg a ra gantañ en e levr a blij din kalz. Eeun kenañ eo, aes da lenn, met blazet mat ha leun a skeudennoù. Ur bern traoù zo da dennañ dioutañ evit o adimplijout war-lerc’h.
Me gav din e tlefe bezañ kinniget aliesoc’h al levr-mañ d’an dud a zesk brezhoneg : simpl, yac’h hag o tepegnañ mat sevenadurezh Breizh gwezhall. Met mat eo evit n’eus forzh piv n’e anavez ket c’hoazh, ha mat ivez da adlenn diouzh ho c’hoant !

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

5 responses to “An tri Aotrou, Tad Medar (1981)

  • Erwann

    Demat.
    Din-me ivez e plij stil an Tad Medar, ar brezhoneg anezhañ dreist-holl, hini “diwar c’hoarzhin” eo rak n’em eus ket lennet “An tri aotroù” evit ar poent. Deuet c’hoant din en ober goude bout lennet ho kronikenn. Trugarez.
    Prizius e kavan ho plog : n’ho peus ket aon rak ingalañ “pour ha trichin” a bep eil, ar pezh a ra vat kenañ peogwir se an hini eo a ra diouer e metoù ar brezhoneg, troet betek re da reiñ mel da n’eus forzh peseurt danvez skrivagner, na pa ve dister (pe zisteroc’h) e labour. Disouezhennoù ‘m eus bet o lenn levrioù, kanet meuleudioù diwar o fenn amañ hag ahont koulskoude, pa ne oan ket dellezek eus se d’am soñj. Seurt emzalc’h a ra gaou d’ar re vat (M. Madeg en o zouesk).
    Daoust hag-eñ e vefe posupl deoc’h burutellañ “Pirc’hirin kala-goañv” gant Abeozen. Unan eus ma levr karetañ eo ha dipitet on bet gant ma ne oa ket graet war e dro ganeoc’h. A-hend-all e oan bet hoalet, poent zo bet, gant levrioù ‘zo gant Y.V Lagadeg (“Keit ma vo esperañs”, “E islonk ar gêr vras”, “Dalh soñj ez out den”). Ur skrivagner popl an hini eo a zeu brav gantañ, brezhoneg (popl, eeun met saourus) ha from war un dro. Lennet ho peus e levrioù ?

  • pevarlagad

    A, ya, lennet em boa Pirc’hirin Kala-Goañv, met n’eus ket fellet din lakaat er blog-mañ levrioù em boa lennet re bell zo, dre ma oan o teskiñ brezhoneg d’ar mare-se ha soñjet em eus e vije disheñvel va soñj a vremañ diwar e benn, marteze. Emañ amañ ganin, lakaat a ran anezhañ er berniad “levrioù da lenn” ma fell deoc’h, met pegoulz e vo graet, se… Gant YV Lagadeg n’em eus lennet nemet Ar Vastardez, d’am soñj, ha soñjet e oa brezhoneg kentoc’h eget lennegezh… emaon o vont da lenn Keit ha ma vo esperañs a-benn nebeut, prenet em boa anezhañ bloaz pe daou vloaz zo.

  • Erwann

    Emañ ar gwir ganeoc’h evit a sell ouzh “Pirc’hirin…”. Pell a zo em boa lennet anezhañ ivez ha marteze e vefe disheñvel ma soñj diwar e benn ma c’hoarvezfe ganin e adlenn hiziv. Em memor avat e oa chomet e-giz unan eus ar re wellañ am boa lennet e brezhoneg, ken evit ar yezh ha danvez an danevelloù.
    Evit kelo Y.V Lagadeg, n’em eus ket bet tro da lenn “Ar vastardez”. Met evit a sell ouzh “Keit ha ma vo esperañs”, anezhañ un doare romantig er memes doare, e kav ganin ez eo da gentañ un doare “lennegezh popl”, da lavarout eo un istor (simpl met frommus ha liv ar wirionez warnañ) kontet e “brezhoneg ar popl”, pe dost. Sed a lavare an oberour, bepred, diwar-benn e stil dezhañ (“n’on ket ur skrivagner da vat…” ma ne fazian ket). Sed a skrive Favereau ivez m’am eus soñj mat (a-zivout al “lennegezh popl”). Sed a soñj din. Ur rann eus al lennegezh brezhonek eo.
    Spletus eo kement-se e-keñver ar yezh implijet, evel-just, met en tu all da se e oar ar skrivagner digas fromm ha danvez preder zoken. Talvoudus-kenañ eo din ha ma gwalc’h am eus bet ouzh e lenn. “Furnez ar bopl”, en ur ger. Plijout a ra din doare Y.V Lagadeg.

  • pevarlagad

    Farsus eo peogwir e plij deoc’h lenn skridoù Mikael Madeg, eveldon, ha gouzout a rit (ma ne fazian ket) eo sot gant Abeozen ivez ? un doare spesialist anezhañ eo 🙂

  • Erwann

    Ya, re wir eo ! Lennet em eus an dra-se gantañ en e zanevell “Lizhiri”, en torkad danevelloù “Leoniz” (ma ne fazian ket), deut er maez e 2002. Sed ul levr hag a dalvez ar boan bout anavet ivez, sell.
    Kontañ a rae an ao. Madeg diwar e benn e-unan (evit cheñch doare un tamm, ac’hac’ha !) hag embann e kustume luskañ abadennoù foran diwar-benn Abeozen, ‘poent zo bet, en o zouez unan e Landiviziv en “istor”-se.
    Un oristal a zen, memestra, an ao. Madeg ! C’hoarzhet em eus o lenn “Fin din…” ha pa oa liv ar wirionez war meur a abeg displeget gantañ, war ar memes tro.
    Ur skrivagner isprizet m’ az eus unan, hag unan eus ar re wellañ e bedig-bed ar brezhoneg a-hiziv (gant G. Kervella, ha Fañch Perru ivez marteze ?).
    Ouzhpenn-se e plij din e zoare “beautiful looser” hag ar mod m’en deus da fentigellañ war-se, war e “griz a donkad”, “kentañ priz” ebet e-skeud ‘tro un 30 bloaz bennak a garierenn strujus, soñjit eta ! Nag iskiz kement-se gant an donezonet ma ‘z eo ar paotr ! Vi pe labous a dle bout gant ar yar !
    War ar marc’had ha ken aes ha tra e seblant sammañ-brav e “ego”, ar pezh zo… fentus, a-benn ar fin. Ur paotr hoalus e meur a geñver.
    Met me gav’ din e vo digollet gant an amzer o vont e-biou, a sikouro da didoueziañ ar re wellañ diouzh ar re all.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s