The Talented Mr. Ripley, Patricia Highsmith, Amerika (1955)

The talented mr ripley

Gall a reer lavarout e kont ar romant-mañ istor un den o koll sont war-zu ar follentez, pa oa normal e penn kentañ ha muntrer er fin….
Brudet eo Patricia Highsmith evit he romantoù-polis psikologel : pizh eo studiet diabarzh e benndudenn. Sed ar pezh a lak al lenner diaes a gav din : na pegen tanav ar vevenn etre a-raok ha war-lerc’h ; soñjal ha bezañ graet…
Gwallzedennus eo al lennadenn betek ar fin ur wezh m’emaer e-barzh da vat, n’eo ket anat e penn kentañ peogwir n’eo ket hunvreoù Tom Ripley tost eus va re hag e kavan reuzeudik a-walc’h bed an dud binvidik a zeu a-benn da intrañ a-benn ar fin. Pezh zo souezhus eo an doare ma teu a-benn da seveniñ ha da guzhat e dorfed, e meur a geñver e kav din eo un afer chañs e teufe a-benn, eo peogwir e oar en em ober eus an degouezhioù : en se emañ tost eus pep hini, n’eo ket ur muntrer a-vicher, se eo a sklas kalon Yann lenner.
Pa glozer al levr eo mestr The talented Mr Ripley war pep tra, ne vo ket dizoloet biken, ne vo ket a justis. N’eo ket ur romant-polis klasel e-keñver ar re all, deuet eo da vezañ klasel dre m’eo dibar avat.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

5 responses to “The Talented Mr. Ripley, Patricia Highsmith, Amerika (1955)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s