Donaw, Iwan Tangi (2000)

Donaw
Ar romant-se n’en deus ket e bar, a gav din.
E berzh gwellañ eo marteze n’eo ket re eeun e dudennoù ; kavet em eus dreist e c’hellfe ar penndudenn mont war roudoù e garantez yaouankiz en ur chom komprenet ha sikouret gant e wreg, en ur chom hep terriñ e liammoù familh. War ar poent-se e kav din eo da vat ur romant a oad gour ha n’eo ket ur romantig evit ar grennarded, daoust ma plijfe kalz dezho.
Ar gwenedeg implijet ken brav a sikour d’en em lakaat e kroc’hen ar pennden. Barzhoniel em eus kavet ar yezh alies.
Ur ral e oa a-raok Donaw kavout e brezhoneg istorioù kontet gant kement a gizidigezh hag a speredegezh : n’eo ket santimantoù marc’had-mat vez pasket deomp gant Jean-Claude Le Ruyet, gouzout a oar mirout kalz a elevez ivez.
Farsus ha dudius em eus kavet adkavout aergelc’h kentelioù alamaneg kasaet va yaouankiz : gant ar bloavezhioù o deus tapet ur blaz ar c’hoz dous ha frondus.
Evit ur wezh eo brav ar golo ivez, n’eo ket bet dic’hizet c’hoazh.
Evidon eo ar romant-se ur skouer el lennegezh vrezhonek.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

3 responses to “Donaw, Iwan Tangi (2000)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s