Ben est amoureux d’Anna, Peter Härtling, Bro-Alamagn (1979)

Ben est amoureux d'anna
Lakaat a ran ar romant bihan-mañ e-touez ar re wellañ el lennegezh evit ar vugale. Daoust ma sonfe an titl e galleg evel hini ul levr didaktik diwar-benn ar garantez evel er rummad Max ha Lili, n’eo tamm ebet didaktik. N’eo ket chuchu kennebeut, hag ur gwir oberenn lennegel ez eo gant ar gwirion a c’hell bezañ santimantoù hag oberoù an tudennoùigoù e-barzh. Skoet oan bet da vat gant al levr-mañ bloavezhioù ‘zo ha tro ‘m eus bet d’e lenn meur a wezh, hep gellout tennañ e gevrin dioutañ penn-da-benn. Pezh a c’hellan lavaret eo n’emañ ket e-barzh ar gerioù implijet, hag a zo eus an eeunañ ha boutinañ posubl… Ul levr hud, digant ur mestr-skrivagner war an dachenn.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s